Oberoù an Ebestel 9
9
Pennad 9
Distro Saol ouzh Doue
1Koulskoude Saol, o tianalañ c’hoazh gourdrouz ha muntr a-enep diskibien an Aotrou, a yeas da gavout ar beleg-meur 2hag a c’houlennas digantañ lizhiri evit sinagogennoù Damask, evit gallout, mar kavje hiniennoù eus ar gredenn-se, gwazed kenkoulz ha gwragez, o degas ereet da Jeruzalem. 3Evel ma oa en hent ha ma tostae ouzh Damask, a-daol-trumm ur sklêrijenn o tont eus an neñv a lugernas en-dro dezhañ. 4O vezañ kouezhet d’an douar, e klevas ur vouezh a lavaras dezhañ: Saol, Saol, perak e heskinez ac’hanon? 5Eñ a respontas: Piv out, Aotrou? An Aotrou a lavaras: Me eo Jezuz a heskinez. Kalet e vo dit herzel a-enep ar broudoù. 6En ur grenañ ha spouronet, e lavaras: Aotrou, petra a fell dit a rafen? Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Sav ha kae e kêr, hag e vo lavaret dit ar pezh ac’h eus d’ober. 7An dud a oa o vont gantañ a chomas dilavar en o sav, o klevout mat ar vouezh, met ne welent den. 8Saol a savas a-ziwar an douar hag, o vezañ digoret e zaoulagad, ne wele netra. En blegnjont gant an dorn hag en kasjont da Zamask. 9Tri devezh e chomas hep gwelout, hag hep debriñ nag evañ. 10Bez’ e oa e Damask un diskibl anvet Ananiaz. An Aotrou a lavaras dezhañ en ur weledigezh: Ananiaz! Respont a reas: Setu me, Aotrou! 11An Aotrou a lavaras dezhañ: Sav, kae d’ar straed a anver Eeun ha goulenn e ti Judaz un den anvet Saol a Dars. Rak setu, emañ o pediñ 12ha gwelet en deus en ur weledigezh un den anvet Ananiaz, o tont e-barzh hag en deus lakaet e zaouarn warnañ evit ma adkavo ar gweled. 13Ananiaz a respontas: Aotrou, klevet em eus digant meur a hini pegement a zroug en deus graet an den-se da’z sent e Jeruzalem, 14hag amañ en deus ar galloud a-berzh ar veleien vras da eren ar re holl a c’halv da anv. 15Met an Aotrou a lavaras dezhañ: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoù, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel, 16hag e tiskouezin dezhañ pegement e tleo gouzañv poan evit va anv. 17Ananiaz a yeas hag, o vezañ aet en ti, e lakaas e zaouarn war Saol hag e lavaras: Breur Saol, an Aotrou Jezuz, an hini a zo en em ziskouezet dit en hent a zeues drezañ, en deus va degaset evit ma adkavi ar gweled ha ma vi leuniet gant ar Spered-Santel. 18Kerkent e kouezhas evel skant eus e zaoulagad hag ec’h adkavas ar gweled. Neuze e savas hag e voe badezet. 19O vezañ debret, e teuas nerzh dezhañ.
Saol e Damask
Saol a chomas un devezhioù bennak gant an diskibien e Damask.
20Ha kerkent e prezegas er sinagogennoù ez eo Krist Mab Doue. 21Ar re holl a gleve anezhañ a oa souezhet hag a lavare: Ha n’eo ket hemañ an hini a heskine e Jeruzalem ar re a c’halv an anv-se, ha ne oa ket deuet amañ a-ratozh evit o c’has ereet d’ar veleien vras? 22Koulskoude Saol en em greñvae muioc’h-muiañ hag e vezhekae ar Yuzevien a chome e Damask, o prouiñ dezho piv eo ar C’hrist.
Saol e Jeruzalem
23Un nebeud amzer goude, ar Yuzevien en em guzulias a-unvan evit e lakaat da vervel. 24Met o irienn a zeuas da vezañ anavezet gant Saol. Diwall a raent an dorojoù noz-deiz evit e lakaat da vervel. 25Hag an diskibien, o kemer anezhañ en noz, a ziskennas anezhañ en ur baner a-hed ar voger. 26Pa voe deuet Saol da Jeruzalem, e klaskas en em unaniñ gant an diskibien, met an holl o doa aon araozañ, dre na gredent ket e oa un diskibl. 27Neuze Barnabaz en kemeras, en kasas d’an ebestel hag a lavaras dezho penaos an Aotrou a oa en em ziskouezet dezhañ war an hent hag en doa komzet outañ, ha penaos en doa prezeget gant hardizhegezh e Damask en anv Jezuz. 28Bez’ e oa ganto, o tont hag o vont e Jeruzalem hag o prezeg gant hardizhegezh en anv an Aotrou Jezuz. 29Komz ha tabutal a rae gant ar C’hresianegerien, met ar re-mañ a glaske e lakaat da vervel. 30Ar vreudeur o vezañ anavezet kement-se, a zegasas anezhañ da Gezarea hag en kasas etrezek Tars. 31Koulskoude an Ilizoù a oa e peoc’h en holl Judea, Galilea ha Samaria, o vezañ kreñvaet ha o kerzhout e doujañs an Aotrou. Kreskiñ a raent dre sikour ar Spered-Santel.
Pêr a yac’ha Ene
32C’hoarvezout a reas, evel ma’z ae Pêr da weladenniñ holl, ma tiskennas ivez etrezek ar sent a chome e Lidda. 33Kavout a reas eno un den anvet Ene, gourvezet war ur gwele eizh vloaz zo hag a oa seizet. 34Pêr a lavaras dezhañ: Ene, Jezuz ar C’hrist a yac’ha ac’hanout, sav ha fich da wele. Ha raktal e savas. 35Ar re holl a chome e Lidda hag e Saron a welas anezhañ hag en em zistrojont ouzh an Aotrou.
Pêr a adsav Dorkaz a varv
36Bez’ e oa e Jope un diskiblez anvet Tabita, da lavarout eo Dorkaz#9:36 = Heizezig. Ober a rae kalz a oberoù mat hag a aluzenoù. 37Kouezhañ a reas klañv en amzer-se hag e varvas. Goude ma voe bet gwalc’het, e voe lakaet en ur gambr uhel. 38Evel ma’z emañ Lidda tost ouzh Jope, an diskibien, o vezañ gouezet e voe Pêr eno, a gasas daou zen d’e gavout ha d’e bediñ da zont hep dale d’o zi. 39Pêr a savas hag a yeas ganto. Pa voe erruet, e tegasjont anezhañ d’ar gambr uhel. An holl intañvezed a dostaas outañ en ur ouelañ hag a ziskouezas dezhañ ar saeoù hag ar mantilli a rae Dorkas pa oa ganto. 40Pêr, o vezañ kaset an holl er-maez, en em lakaas war e zaoulin hag a bedas. Hag, o treiñ etrezek ar c’horf, e lavaras: Tabita, sav! Hi a zigoras he daoulagad hag, o vezañ gwelet Pêr, ec’h azezas. 41Eñ, o reiñ dezhi e zorn, he savas. O vezañ galvet ar sent hag an intañvezed, e tiskouezas anezhi bev dezho. 42Kement-se a voe anavezet dre holl gêr Jope ha kalz a gredas en Aotrou. 43Pêr a chomas meur a zevezh e Jope e ti ur c’hourrezer anvet Simon.
Currently Selected:
Oberoù an Ebestel 9: Koad21
Qaqambisa
Share
Copy

Ufuna ukuba iimbalasane zakho zigcinwe kuzo zonke izixhobo zakho? Bhalisela okanye ngena