Ananiaz a yeas hag, o vezañ aet en ti, e lakaas e zaouarn war Saol hag e lavaras: Breur Saol, an Aotrou Jezuz, an hini a zo en em ziskouezet dit en hent a zeues drezañ, en deus va degaset evit ma adkavi ar gweled ha ma vi leuniet gant ar Spered-Santel. Kerkent e kouezhas evel skant eus e zaoulagad hag ec’h adkavas ar gweled. Neuze e savas hag e voe badezet.