Lukaz 24
24
Pennad 24
Jezuz adsavet a-douez ar re varv
1Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d’ar bez, o tegas ganto al louzoù-frondus o doa fichet. Ur re bennak o heulie. 2Kavout a rejont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez. 3O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz. 4Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho gwisket gant dilhad lugernus. 5Evel ma oant spontet ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev? 6N’emañ ket amañ, met adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en doa komzet ouzhoc’h, pa oa c’hoazh e Galilea 7o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec’herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv d’an trede deiz. 8Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù. 9O vezañ distroet eus ar bez, e tisklêrjont an holl draoù-se d’an unnek ha d’an holl re all. 10Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez, hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d’an ebestel. 11Hag e kemerent ar pezh a lavarent evel ur sorc’henn ha n’o c’hredjont ket. 12Hogen Pêr a savas hag a redas d’ar bez. O vezañ pleget, ne welas nemet al lienennoù war an douar. Mont a reas kuit, souezhet ennañ e-unan eus ar pezh a oa c’hoarvezet.
Jezuz en em ziskouez da zaou ziskibl war hent EmmaĂĽz
13Setu, daou anezho a yeas en deiz-se memes d’ur vourc’h anvet Emmaüz, war hed tri-ugent stadenn#24:13 11 km diouzh Jeruzalem. 14Int a gomzas etrezo diwar-benn ar pezh a oa c’hoarvezet. 15Evel ma komzent ha ma rezonent, Jezuz e-unan a dostaas hag en em lakaas da gerzhout ganto. 16Met o daoulagad a oa dalc’het, en hevelep doare ma n’anavezent ket anezhañ. 17Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c’homzoù-se a lavarit etrezoc’h en ur vont en hent, ha perak oc’h ken trist? 18Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezhañ: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an traoù c’hoarvezet enni en deizioù-mañ? 19Eñ a lavaras dezho: Petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo c’hoarvezet gant Jezuz a Nazared, ur profed galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl, 20ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e zroukroet da vezañ kondaonet d’ar marv, hag o deus e staget ouzh ar groaz. 21Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel. Ha koulskoude kement-se holl, setu an trede deiz ma’z eo c’hoarvezet an traoù-se. 22Gwir eo koulskoude penaos gwragez bennak eus hon touez o deus hor gwall souezhet, rak o vezañ aet d’ar bez mintin mat, 23n’o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho hag o deus lavaret ez eo bev. 24Hiniennoù ac’hanomp a zo aet d’ar bez hag o deus kavet an traoù evel m’o deus ar gwragez lavaret dezho, met eñ, n’o deus ket e welet. 25Hag e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded! 26Ha ne oa ket ret d’ar C’hrist gouzañv an traoù-se ha mont en e c’hloar? 27Hag e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze diwar e benn adalek Moizez betek an holl brofeded. 28Evel ma tostajont ouzh ar vourc’h e-lec’h ma’z aent, eñ a reas van da vont pelloc’h. 29Int a viras outañ na d-aje, o lavarout: Chom ganeomp rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto. 30Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras ar bara hag e trugarekaas. O vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho. 31O daoulagad a zigoras hag ec’h anavezjont anezhañ, hag e tec’has a-zirak o daoulagad. 32Hag e lavarjont an eil d’egile: Hor c’halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent ha pa zisklêrie deomp ar Skriturioù? 33O sevel en eur-se memes, e tistrojont da Jeruzalem. Hag e kavjont an unnek hag ar re a oa ganto dastumet asambles, 34o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon. 35Int a gontas ar pezh a oa erruet ganto en hent ha penaos o doa e anavezet pa oa o terriñ ar bara.
Jezuz en em ziskouez da ziskibien all
36Evel ma komzent diwar-benn an traoù-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c’hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! 37Met, spontet ha spouronet, e kredjont gwelout ur spered. 38Hag e lavaras dezho: Perak oc’h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù? 39Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, me va-unan eo. Stokit ennon ha sellit: ur spered n’en deus na kig na eskern evel ma welit em eus. 40O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid. 41Met en o levenez, ne gredent ket c’hoazh hag e oant souezhet; lavarout a reas dezho: Ha bez’ hoc’h eus amañ un dra bennak da zebriñ? 42Kinnig a rejont dezhañ un tamm pesk rostet hag un derenn vel. 43O vezañ o c’hemeret, e tebras dirazo.
... ret eo ma vo prezeget ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù...
44Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc’h pa oan c’hoazh ganeoc’h: ret eo ma vefe peurc’hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù. 45Neuze e tigoras dezho o spered evit ma komprenfent ar Skriturioù, 46hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret d’ar C’hrist gouzañv ha sevel a-douez ar re varv d’an trede deiz. 47Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem. 48C’hwi eo an testoù eus an traoù-se. 49Ha setu, ez an da gas deoc’h ar pezh en deus va Zad prometet. Met evidoc’h-c’hwi, chomit e kêr Jeruzalem ken ma viot gwisket gant ar galloud eus an nec’h.
Ar Bignidigezh
50Degas a reas anezho er-maez betek Betania hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho. 51Hag e c’hoarvezas, pa oa ouzh o bennigañ, ma pellaas diouto ha ma voe savet en neñv. 52Int, goude bezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras, 53hag e oant dalc’hmat en templ, o veuliñ hag o vennigañ Doue. Amen.
Currently Selected:
Lukaz 24: Koad21
Qaqambisa
Share
Copy
Ufuna ukuba iimbalasane zakho zigcinwe kuzo zonke izixhobo zakho? Bhalisela okanye ngena