Uphawu lweYouVersion
Khetha Uphawu

Oberoù an Ebestel 6

6
Pennad 6
Dibab an diagoned
1En deizioù-se, evel ma kreske niver an diskibien, e savas ur grozmol eus ar C’hresianegerien a-enep an Hebreed, abalamour ma oa o intañvezed lezet a-gostez er servij pemdeziek. 2An daouzek a c’halvas asambles ar vandenn diskibien hag a lavaras: N’eo ket dereat e lezfemp ger Doue evit servij an taolioù. 3Dibabit eta, breudeur, seizh den en ho touez a zo roet testeni mat anezho, tud leun eus ar Spered-Santel hag a furnez, evit ma roimp dezho ar garg-se. 4Met evidomp-ni, e kendalc’himp d’en em reiñ d’ar bedenn ha da servij ar Ger. 5An ali-se a blijas d’an holl vodadenn. Hag e tibabjont Stefan, den leun a feiz hag eus ar Spered-Santel, Filip, Prokor, Nikanor, Timon, Parmenaz ha Nikolaz, ur proselit eus Antioch. 6Degas a rejont anezho dirak an ebestel, hag ar re-mañ a bedas hag a lakaas o daouarn warno. 7Ger Doue en em skuilhe, niver an diskibien a greske kalz e Jeruzalem hag un niver bras eus ar veleien a sente ouzh ar feiz.
Stefan paket
8Stefan, leun a feiz hag a c’halloud, a rae burzhudoù ha mirakloù bras e-touez ar bobl. 9Met hiniennoù eus ar sinagogenn anvet ar Frankizidi, eus re ar Sireniz hag an Aleksandriz, ha tud eus Kilisia hag Azia, a savas evit tabutal gant Stefan. 10Ne c’helljont ket herzel ouzh ar furnez hag ar Spered a rae dezhañ komz. 11Neuze e ouestlaoujont tud evit lavarout: E glevet hon eus o tistagañ gwallgomzoù a-enep Moizez hag a-enep Doue. 12Atizañ a rejont ar bobl, an henaourien hag ar skribed. Oc’h en em deurel warnañ, e krogjont ennañ hag e tegasjont anezhañ d’ar sanedrin. 13Hag e lakajont da zont falstestoù a lavaras: An den-mañ ne baouez ket da lavarout komzoù a vallozh a-enep al lec’h santel-mañ hag a-enep al lezenn, 14rak e glevet hon eus o lavarout penaos Jezuz, an Nazaredad-se, a zistrujo al lec’h-mañ hag a gemmo ar boazioù en deus Moizez roet deomp. 15Evel m’o doa ar re holl a oa azezet er sanedrin o daoulagad dalc’het warnañ, e zremm en em ziskouezas dezho heñvel ouzh hini un ael.

Currently Selected:

Oberoù an Ebestel 6: Koad21

Qaqambisa

Share

Copy

None

Ufuna ukuba iimbalasane zakho zigcinwe kuzo zonke izixhobo zakho? Bhalisela okanye ngena