Oberoù an Ebestel 1
1
Pennad 1
Digoradur
1Em levr kentañ, o Teofil, em eus skrivet diwar-benn kement en deus Jezuz graet ha kelennet, adalek ar penn-kentañ 2betek an deiz ma voe savet en neñv, goude bezañ roet e urzhioù, dre ar Spered-Santel, d’an ebestel en doa dibabet.
Resev a reot un nerzh, …
3Goude bezañ gouzañvet, e teuas war wel bev dirazo hag e roas dezho kalz a brouennoù peursur, oc’h en em ziskouez dezho e-pad daou-ugent devezh hag o komz diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue. 4O vezañ o dastumet, e c’hourc’hemennas dezho na bellajent ket diouzh Jeruzalem, met ma c’hortozjent promesa an Tad, an hini hoc’h eus klevet diganin, emezañ, 5rak Yann en deus badezet en dour, met c’hwi a vo badezet er Spered-Santel a-benn nebeut a zevezhioù. 6O vezañ eta en em zastumet, e c’houlennjont digantañ: Aotrou, hag en amzer-se eo ec’h adsavi rouantelezh Israel? 7Eñ a lavaras dezho: N’eo ket roet deoc’h anavezout an amzerioù pe ar c’houlzioù en deus merket an Tad en e c’halloud e-unan. 8Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.
Ar Bignidigezh
9Goude m’en doe lavaret an traoù-se, e voe savet e-pad ma sellent outañ, hag ur goabrenn a guzhas anezhañ eus o daoulagad. 10Evel ma sellent gant evezh war-zu an neñv e-pad ma’z ae kuit, setu, daou zen gwisket e gwenn en em gavas en o c’hichen 11hag a lavaras: Tud a C’halilea, perak en em zalc’hit aze da sellout ouzh an neñv? Ar Jezuz-mañ, savet diganeoc’h en neñv, a zeuio en-dro en hevelep doare evel ma hoc’h eus e welet o pignat en neñv. 12Neuze e tistrojont da Jeruzalem, eus ar Menez a c’halver an Olived, a zo pell diouzh Jeruzalem war-dro hed ur pennad-hent sabad#1:12 1100 m. 13Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec’h ma chome Pêr, Jakez, Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez. 14Ar re-se holl a gendalc’he a-unvan er bedenn hag en aspedenn, gant ar gwragez, ha Mari mamm Jezuz, ha gant e vreudeur.
Matiaz dibabet da vezañ lakaet e-lec’h Judaz
15En deizioù-se, Pêr, a savas e-kreiz an diskibien, dastumet asambles e niver a war-dro kant ugent den, hag a lavaras: 16Tud breudeur, ret e oa ma vije peurc’hraet ar pezh en doa lavaret ar Spered-Santel er Skritur en a-raok dre c’henoù David, diwar-benn Judaz, hag a zo bet rener ar re o deus kemeret Jezuz. 17Rak e oa en hon touez hag en deus bet e lod er ministrerezh-mañ. 18Hemañ o vezañ prenet ur park gant gopr an torfed, a zo kouezhet d’an traoñ, freuzet eo bet dre greiz e gorf hag e holl vouzelloù a zo en em stlabezet. 19Ar pezh a zo bet anavezet gant holl dud Jeruzalem, en hevelep doare ma’z eo bet galvet ar park-se en o yezh Akeldama, da lavarout eo: Park ar Gwad. 20Hogen skrivet eo e levr ar Salmoù: Ra zeuio e chomlec’h didud ha ra ne vo den da chom ennañ, ha: Ra gemero unan all e garg. 21Ret eo eta, penaos e-mesk an dud a zo bet ganeomp e-pad an holl amzer m’en deus an Aotrou Jezuz bevet en hon touez, 22adalek badeziant Yann betek an deiz ma’z eo bet savet diganeomp, e vefe unan a zeufe da vezañ test ganeomp eus e adsavidigezh a varv. 23Neuze e kinnigjont daou: Jozef galvet Barsabbaz ha lesanvet Justuz, ha Matiaz. 24O pediñ e lavarjont: Te Aotrou, hag a anavez kalonoù an holl, diskouez deomp pehini eus an daou-mañ ac’h eus dibabet 25da gaout lod er ministrerezh hag en abostolerezh-mañ en deus dilezet Judaz evit mont en e lec’h. 26Tennañ a rejont d’ar sord hag ar sord a gouezhas war Matiaz, hag a voe lakaet e renk an unnek abostol.
Currently Selected:
Oberoù an Ebestel 1: Koad21
Qaqambisa
Share
Copy

Ufuna ukuba iimbalasane zakho zigcinwe kuzo zonke izixhobo zakho? Bhalisela okanye ngena