1
Yann 15:5
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Me eo ar winienn, c’hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh, rak hepdon ne c’hellit ober netra.
Thelekisa
Phonononga Yann 15:5
2
Yann 15:4
Chomit ennon ha me ennoc’h. Evel na c’hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan ma ne chom ket stag ouzh ar winienn, c’hwi ne c’hellit ket kennebeut ma ne chomit ket ennon.
Phonononga Yann 15:4
3
Yann 15:7
Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc’h, e c’houlennot ar pezh a fello deoc’h ha kement-se a vo roet deoc’h.
Phonononga Yann 15:7
4
Yann 15:16
N’eo ket c’hwi hoc’h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma’z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc’hus, hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em anv digantañ.
Phonononga Yann 15:16
5
Yann 15:13
Den n’en deus brasoc’h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.
Phonononga Yann 15:13
6
Yann 15:2
Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.
Phonononga Yann 15:2
7
Yann 15:12
Setu va gourc’hemenn, ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet.
Phonononga Yann 15:12
8
Yann 15:8
E kement-mañ eo e vo roet gloar da’m Zad, dougit kalz a frouezh. Hag e viot va diskibien.
Phonononga Yann 15:8
9
Yann 15:1
Me eo ar winienn wirion ha va Zad eo ar gwinier.
Phonononga Yann 15:1
10
Yann 15:6
Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec’h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont.
Phonononga Yann 15:6
11
Yann 15:11
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma chomo va levenez ennoc’h ha ma vo ho levenez peurleuniet.
Phonononga Yann 15:11
12
Yann 15:10
Mar mirit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel ma em eus miret gourc’hemennoù va Zad hag e choman en e garantez.
Phonononga Yann 15:10
13
Yann 15:17
Ar pezh a c’hourc’hemennan deoc’h eo ma en em garot an eil egile.
Phonononga Yann 15:17
14
Yann 15:19
Ma vijec’h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n’oc’h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac’hanoc’h.
Phonononga Yann 15:19
Home
Bible
Plans
Videos