Sant Vaze 8
8
CHABISTR VIII.
1Pa oe diskennet Jesus divar ar menez, eur foul braz a bobl a heuliaz anezhan.
2Ha setu, eun den lor a zeuaz hag en em brosternaz dirazhan, en eur lavaret: Aotrou, mar fell d’id, ec’h hellez va netaad. 3Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz anezhan, en eur lavaret: Fellout a ra d’in, bez net. Ha diouc’h‐tu e oe neteet euz he lorgnez. 4Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Laka evez na liviri an dra‐man da zen; mes kea en em ziskouez d’ar beleg, hag offr an donezon gourc’hemenet gant Moises, evit ma vezo kement‐se da desteni dezhe.
5Ha Jesus o veza antreet en Cafernaüm, eur c’hantener a zeuaz d’he gavout, o pedi anezhan, hag o lavaret: 6Aotrou! va mevel a zo gourvezet er gear klanv gant ar paralizi, hag eman en gwall boan. 7Ha Jesus alavaraz dezhan: Mond a rin, hag e iac’hain anezhan. 8Hag ar c’hantener, o respont, a lavaraz: Aotrou! n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen; mes lavar eur ger hep‐ken, ha va mevel a vezo iac’heet. 9Rag evidoun‐me, petra benag m’az oun dindan otorite tud‐all, em euz dindanoun soudarded, hag e lavaran da unan: Kea, hag ez a; ha da eun all: Deuz, hag e teu; ha d’am mevel: Gra an dra‐man, hag hen her gra. Pa glevaz Jesus kement‐se, 10e oe souezet, hag e lavaraz d’ar re a heulie anezhan: E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’em euz ket kavet eur feiz ker braz, memeus en Israel. 11Rag‐se e lavaran deoc’h e teuio kalz euz ar Zao‐heol hag euz ar C’hus‐heol, hag ec’h azezint ouz taol gant Abraham, Isaac ha Jacob, en rouantelez an envou, 12mes bugale ar rouantelez a vezo taolet en devalijen a ziaveaz; eno e vezo gwelvan ha skrign‐dent. 13Neuze Jesus a lavaraz d’ar c’hantener: Kea, ha ra vezo great d’id evel ma ec’h euz credet; hag he vevel a oe rentet pare var an heur‐ze.
14Ha Jesus, o veza deuet en ti Per, a velaz he vam‐gaer var he gwele klanv gant an derzien. 15Hag hen a douchaz ouz he dorn, hag an derzien a guitaaz anezhi; hag hiazavaz, hag a zervichaz anezhe.
16Ha pa oe deuet an abardaez, e oe digasset dezhan kalz hag a oa dalc’het gant drouk‐sperejou, hag hen a gassaz kuit an drouk‐sperejou dre he c’her; hag a iac’heaz ive ar re holl a oa klanv; 17evit ma vije accomplisset ar pez a oa bet lavaret evel‐hen dre ar profet Izaias: Kemeret hen deuz he‐unan hon infirmiteou, ha douget hen deuz hor c’hlenvejou.
18Hogen, Jesus, o velet kalz a bobl en‐dro dezhan, a c’hourc’hemenaz tremen en tu‐all d’ar mor.
19Hag eur Scrib, o tostaad, a lavaraz dezhan: Mestr! me a heulio ac’hanoud e pe leac’h‐benag ma’z i. 20Ha Jesus a lavaraz dezhan: Al lern ho deuz toullou, ha lapoused an env neiziou; mes Mab an den n’hen deuz ket a leac’h evit harpa he ben.
21Hag eun all euz heziskibien a lavaraz dezhan: Aotrou! lez ac’hanoun da vond da genta da enteri va zad. 22Mes Jesus a lavaraz dezhan: Heul ac’hanoun, ha lez ar re varo da enteri ho re varo.
23Ha goude m’hen doe pignet er vag, he ziskibien a ieaz var he learc’h. 24Ha setu e savaz eun tempest braz var ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet a darzou‐mor; mes hen a gouske. 25Hag he ziskibien a zeuaz, hag e tihunjont anezhan, en eur lavaret: Aotrou, saveta ac’hanomp, e momp o vond da goll. 26Hag hen a lavaraz dezhe: Perag hoc’h euz‐hu aoun, tud a neubeud a feiz? Neuze e savaz, hag e c’hourc’hemenaz d’an avelou ha d’ar mor, hag e teuaz eur c’halm braz. 27Hag an dud‐se a oe souezet, hag e lavarent: Pe seurt den eo he‐man, ma teu an avelou hag ar mor da zenti outhan?
28Pa oe erruet en tu‐all, en bro ar Jerjezaned, daou zen dalc’het gant drouk‐sperejou a zeuaz d’he zialben; ar re‐man, pere o oa deuet er meaz euz ar beziou, a oa ken furius, ken na grede den tremen dre an hent‐se; 29en em lakaad a rejont da grial, en eur lavaret: Petra a zo etre ni ha te, Jesus, Mab Doue? ha deuet oud‐de aman d’hon tourmanti araog an amzer? 30Hogen, beza e oa eur pennad mad diouthe eur vanden vraz a voc’h o peuri. 31Hag an drouk‐sperejou a bedaz anezhan, en eur lavaret: Mar kassez ac’hanomp kuit, lez ac’hanomp da vond er vanden voc’h‐se. 32Hag hen a lavaraz dezhe: It. Hag o veza sortiet, ez ejont er vanden voc’h; ha kerkent an holl vanden voc’h a ieaz, var red, d’en em deurel d’an traon, er mor, hag e varvjont en doureier. 33Neuze ar re ho diwalle a dec’haz, hag o veza deuet en kear, e tisclerjont pep‐tra, hag ar pez a oa c’hoarvezet gant ar re a oa dalc’het gant an drouk‐sperejou. 34Ar gear holl a zeuaz rag‐tal etrezeg Jesus; ha kerkent ha ma veljont anezhan, her pedjont d’en em denn kuit euz ho bro.
Atualmente Selecionado:
Sant Vaze 8: JEN1897
Destaque
Compartilhar
Copiar
Quer salvar seus destaques em todos os seus dispositivos? Cadastre-se ou faça o login
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.