Sant Vaze 7
7
CHABISTR VII.
1Na varnit ket, evit na veot ket barnet; 2rag diouz ar varn ma varnit e veot barnet; ha diouz ar muzur ma vuzurit e vezo muzuret deoc’h. 3Ha perag e sellez‐te ouz ar blouzen e lagad da vreur, ha na velez ket an treust a zo en da lagad da‐unan? 4Pe c’hoas penaos e leverez‐te d’az preur: Lez ac’hanoun da lemmel ar blouzen euz da lagad, ha setu eun treust en da lagad da unan? 5Hipocrit! lam da genta an treust euz da lagad da‐unan, ha neuze e veli penaos lemmel ar blouzen euz a lagad da vreur. 6Na roit ket an traou zantel d’ar chass, ha na daolit ket ho perlez dirag ar moc’h, gant aoun na zeufent d’ho flastra dindan ho zreid, ha na zistrofent evit ho tiframma. 7Goulennit, hag e vezo roet deoc’h; klaskit, hag e kefot; skoit, hag e vezo digoret deoc’h. 8Rag piou‐benag a c’houlen, a reccô; hag an hini a glask, a gav, ha d’an hini a sko, e vez digoret. 9Ha piou eo an den ac’hanoc’h‐hu, mar goulen he vab bara diganthan, a ro dezhan eur mean? 10Ha mar goulen eur pesk, a ro dezhan eur serpant? 11Mar gouzoc’h eta, evidoc’h da veza fall, rei traou mad d’ho pugale, pegement mui ho Tad pehini a zo en envou, na roi‐hen ket traou mad d’ar re ho goulen diganthan! 12Grit eta d’an dud kement tra a garfac’h e rafent deoc’h; rag se eo al lezen hag ar brofeted.
13Antreit dre an nor striz; rag ledan eo an nor ha frank an hent a gas d’ar gollidigez, ha kalz a dud a ia dre eno. 14Rag henk eo an nor ha striz eo an hent a gas d’ar vuez, ha neubeud a dud a gav anezhan. 15Diwallit ouz ar fals‐profeted, pere a zeu d’ho kavout en gwiskamant denved, mes pere a zo en diabarz bleizi scrapus. 16Ho anaoud a reot diouz ho frouez. Daoust ha dastum a rer rezin divar spern, pe fiez divar askol? 17Evel‐se pep gwezen vad a zoug frouez mad; mes eur vezen fall a zoug frouez fall. 18Eur vezen vad na hell ket dougen frouez fall, nag eur vezen fall dougen frouez mad. 19Pep gwezen ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan. 20Ho anaoud a reot eta diouz ho frouez.
21Kement hini a lavar d’in: Aotrou! Aotrou! na antreo ket en rouantelez an envou; mes an hini a ra bolontez va Zad pehini a zo en envou. 22Kalz a lavaro d’in en deiz‐se: Aotrou! Aotrou! ha n’hon euz‐ni ket profetiset en da hano? Ha n’hon euz‐ni ket kasset kuit an drouk‐sperejou en da hano? Ha n’hon euz‐ni ket great kalza viraclou en da hano? 23Neuze e livirin dezhe sclear: Biskoas n’em euz hoc’h anavezet; it kuit diouzin, c’houi pere en em ro d’ar fallentez.
24Piou‐benag eta a glev ar c’homzou‐man a lavaran, hag ho laka en pratic, a gomparachin ouz eun den fur hag hen deuz savet he di var ar roc’h; 25hag ar glao a gwezaz, an debordamant a zeuaz, hag an avelou a c’houezaz, hag en em daolaz var an ti‐ze; n’eo ket bet kwezet, abalamour ma oa fontet var ar roc’h. 26Mes piou‐benag a glev ar c’homzou‐man a lavaran, ha n’ho laka ket en pratic, a vezo comparachet ouz eun den diskiant hag hen deuz savet he di var an treaz; 27hag ar glao a gwezaz, an debordamant a zeuaz, hag an avelou a c’houezaz, hag en em daolaz var an ti‐ze; kwezet eo bet, ha braz eo bet he ziskar.
28Hogen pa hen devoe Jesus peur‐lavaretar c’homzou‐man, ar bobl a oe souezet gant he gelennadurez; 29rag ho c’helen a rea evel unan hag a oa otorite ganthan, ha n’e ket evel ar Scribed.
Atualmente Selecionado:
Sant Vaze 7: JEN1897
Destaque
Compartilhar
Copiar
Quer salvar seus destaques em todos os seus dispositivos? Cadastre-se ou faça o login
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.