Sant Vaze 20

20
CHABISTR XX.
1Rag rouantelez an envou a zo henvel ouz eur pentiegez hag a ieaz er meaz beure‐mad da c’hopra labourerien evit he winien. 2Hag o veza great marc’had gant al labourerien eun diner evit eun devez, e kassaz anezhe d’he winien. 3Mond a reaz c’hoas er meaz var‐dro an trede heur, hag e velaz darn all pere a oa var ar blasen hep ober netra, hag e lavaraz dezhe: 4It ive c’houi d’am gwinien, hag e roin deoc’h ar pez a vezo just. 5Hag ec’h ejont d’ar winien. Mond a reaz er meaz adare e‐tro ar c’houec’hved, hag an naoved heur, hag e reaz ar memeus tra. 6Hag o veza eat er meaz e‐tro an unecved heur, e kavaz re all hag a oa dilabour, hag e lavaraz dezhe: Perag e choumit‐hu aze hed an deiz hep ober netra? 7Int a respontaz dezhan: Dre n’eo deuet den e‐bed da c’hopra ac’hanomp. Hag hen a lavaraz dezhe: It ive c’houi d’am gwinien, hag e recevot ar pez a vezo just. 8Pa oe deuet an abardaez, mestr ar winien a lavaraz d’he vevel braz: Galv al labourerien, ha ro dezhe ho gopr, o commans gant ar re ziveza beteg ar re genta. 9Ar re a oa bet gopreet e‐tro an unecved heur o veza deuet, e recevjont peb a ziner. 10Pa zeuaz ar re genta, e sonje dezhe e recevjent muioc’h; mes ar re‐man a recevaz ive peb a ziner. 11Ha pa ho doe recevet anezhan e vurmurent a‐enep ar pentiegez, en eur lavaret: 12Ar re ziveza‐ze n’ho deuz labouret nemed eun heur, hag ec’h euz lakeat anezhe ingal deomp‐ni, pere hon euz douget ar beac’h euz an deiz hag euz an domder. 13Mes hen, o respont, a lavaraz da unan anezhe: Va mignon, na ran gaou e‐bed ouzid; ha n’ec’h euz‐te ket great marc’had ganen evit eun diner? 14Kemer ar pez a zo d’id, ha kea kuit. Felloud a ra d’in rei d’an diveza‐man kement ha d’id. 15Daoust ha n’eo ket permetet d’in ober ar pez a garan gant ar pez a zo d’in? Pe daoust ha da lagad‐te a zo fall, abalamour m’az oun‐me mad? 16Evel‐se ar re ziveza a vezo ar re genta, hag ar re genta ar re ziveza; rag kalz a zo galvet, mes neubeud a zo choazet.
17Ha Jesus, o pignad da Jerusalem, a gemeraz he zaouzec diskibl a‐gostez var an hent, hag a lavaraz dezhe: 18Setu ni o pignat da Jerusalem, ha Mab an den a vezo livret da brinsed ar veleien ha d’ar Scribed, hag e condaonint anezhan d’ar maro, 19hag e livrint anezhan d’ar Jentiled, evit ober goab anezhan, hen skourjeza, hag hen crucifia; mes an drede deiz e resussito.
20Neuze mam mibien Zebede a dostaaz outhan, gant he mibien, hag en em brosternaz da c’houlen eun dra‐benag diganthan. 21Hag hen a lavaraz dezhi: Petra a fell d’id? Hi a lavaraz dezhan: Lavar ma vezo azezet an daou vab‐man d’in, unan a‐zeo d’id, hag egile a‐gleiz, en da rouantelez. 22Mes Jesus a respontaz hag a lavaraz: Na ouzoc’h ket petra a c’houlennit. Gallout a hellit‐hu eva ar c’halir ez anme da eva, pe beza badezet gant ar vadiziant, a behini e tlean‐me beza badezet? Int a lavaraz dezhan: Gallout a reomp. 23Hag hen a lavaraz dezhe: Gwir eo ec’h evfot va c’halir, hag e veot badezet gant ar vadiziant a behini e vezin badezet; mes evit beza azezet a‐zeo hag a‐gleiz d’in, n’eo ket d’in‐me hen rei; kement‐se na vezo roet nemed d’ar re da bere ez eo destinet gant va Zad.
24Pa glevaz an deg all an dra‐ze e kemerjont kâs ouz an daou vreur‐ze. 25Ha Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe: Gouzoud a rit penaos prinsed an nationou a zo mestr varnezhe, ha penaos ar re vraz a c’houarn anezhe gant otorite. 26Mes n’e ket evel‐se eo e tle beza en ho touez; er c’hontrol, piou‐benag a fello dezhan beza braz en ho touez, ra vezo servicher deoc’h. 27Ha piou‐benag a fello dezhan beza ar c’henta en ho touez, ra vezo esclav deoc’h, 28evel m’az eo deuet Mab an den, nann evit beza servichet, mes evit servicha hag evit rei he vuez da rançon evit kalz a dud.
29Hag evel m’az eant kuit euz a Jerico, eur bobl vraz a ieaz var he lerc’h. 30Ha setu daou zen dall, pere a oa azezet var bord an hent, o klevet e oa Jesus o tremen, a gommansaz da grial, en eur lavaret: Aotrou, Mab David, bez truez ouzomp! 31Hag ar bobl a c’hourdrouze anezhe evit ober dezhe tevel; mes int a grie c’hoas krenvoc’h, en eur lavaret: Aotrou, Mab David, bez truez ouzomp! 32Ha Jesus a choumaz en he za, hag o veza galvet anezhe, e lavaraz dezhe: Petra hoc’h euz c’hoant e rafen deoc’h? 33Hag e leverjont dezhan: Aotrou, ra vezo digoret hon daou‐lagad deomp. 34Ha Jesus, o kaout truez outhe, a douchaz ouz ho daou‐lagad, ha kerkent e veljont sclear, hag ec’h heuljont anezhan.

Tällä hetkellä valittuna:

Sant Vaze 20: JEN1897

Korostus

Jaa

Kopioi

None

Haluatko, että korostuksesi tallennetaan kaikille laitteillesi? Rekisteröidy tai kirjaudu sisään