Sant Vaze 21

21
CHABISTR XXI.
1Evel ma tostaent ouz Jerusalem, ha pa oant deuet da Vethfage, tost da Venez Olived, Jesus a gassaz daou ziskibl, o lavaret dezhe: 2It d’ar villajen a zo dirazoc’h; kavout a refot eno kerkent eun azenes stag, hag he eubeul ganthi; distagit anezhe hag ho digassit d’in. 3Ha mar lavar unan‐benag eun dra‐benag deoc’h, livirit da hennes hen deuz an Aotrou ezom anezhe, ha rag‐tal ho lezo da zond.
4Hogen, kement‐man holl a c’hoarvezaz evit ma vije accomplisset ar c’homzou‐man lavaret gant ar profet: 5Livirit da verc’h Sion: Setu aman da roue, o tond d’az kavout, leun a zouzter, hag azezet var eun azen, var eubeul an hini a zoug ar yeo.
6An diskibien a ieaz eta, hag a reaz evel ma oa bet gourc’hemenet dezhe gant Jesus; 7digas a rejont an azenes hag he eubeul, hag o veza lakeat ho dillad varnezhe, e lakejont anezhan da azeza var‐c’horre. 8Neuze tud e niver braz a astenne ho dillad var an hent; ha darn all a droc’he brancou gwez, hag ho zaole var an hent; 9hag ar bobl, a iea araog dezhan, hag ar re a zeue var lerc’h, a grie, en eur lavaret: Hozanna da Vab David! benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou! Hozanna en huella euz an envou! 10Ha pa oe antreet en Jerusalem, ar gear holl a oe mantret, hag e lavarent: Piou eo he‐man? 11Hag ar bobl a lavare: He‐man eo Jesus ar profet, pehini a zo euz a Nazareth en Galile.
12Ha Jesus a antreaz en templ Doue, hag e taolaz er meaz ar re holl a oa o verza, hag o prena en templ; hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze koulmed. Hag e lavaraz dezhe: 13Scrivet eo: Va zi a vezo galvet eun ti a beden; mes c’houi hoc’h euz great anezhan eur c’havern a laeron.
14Neuze tud dall, ha tud kam a zeuaz d’he gavoud ebarz en templ, hag hen ho iac’heaz. 15Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar Scribed ar burzudou hen doa great, hag ar vugale pere a grie en templ, hag a lavare: Hozanna da Vab David! 16e savaz drouk enhe, hag e leverjont dezhan: Ha klevet a rez‐te ar pez a lavar ar re‐man? Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ia. Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet biskoas ar c’homzou‐man: Te ec’h euz tennet meuleudi euz a c’henou ar vugaligou, hag euz ar re a zo c’hoas ouz ar vron.
17Hen ho lezaz neuze, hag o veza eat kuit euz ar gear‐ze e teuaz da Vethani, leac’h ma tremenaz an noz.
18Ha d’ar mintin, pa oa o tistrei en kear, e teuaz naon dezhan; 19hag o velet eur vezen‐fiez var an hent, e tostaaz outhi, mes ne gavaz netra enhi nemed deliou hep‐ken, hag e lavaraz dezhi: Ra na zeui biken frouezen e‐bed ouzid; ha rag‐tal ar vezen‐fiez a zec’haz. 20Pa velaz an diskibien kement‐se, e oent souezet, hag e leverjont: Penaos eo deuet ar vezen‐fiez‐ze da veza seac’h en eun taol? 21Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz, ha mar na zouetjec’h ket, n’e ket ar pez a zo bet great d’ar vezen‐fiez a rajec’h hep‐ken; mes memeus ma lavarjec’h d’ar menez‐man; Sav alese, hag en em daol er mor, kement‐se a erruje. 22Ha kement tra a c’houlennot, en eur bedi, mar credet, hen recevfot.
23Ha pa oe deuet en templ, prinsed ar veleien ha Senatourien ar bobl a dostaaz outhan, e‐pad ma oa o kelen, hag e leverjont dezhan: Dre be otorite e rez‐te an traou‐ze? Ha piou hen deuz roet d’id an otorite‐ze? 24Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: Me a c’houlenno ive eun dra diganeoc’h‐hu, ha mar livirit anezhan d’in, e livirin ive deoc’h‐hu dre be otorite e ran an traou‐ze. 25Euz a beleac’h e teue badiziant Ian? euz an env, pe euz an dud? Hogen, int a rezone enhe ho‐unan, hag a lavare: Mar leveromp: Euz an env, e lavaro deomp: Perag eta n’hoc’h euz‐hu ket credet enhan? 26Ha mar leveromp: Euz an dud, hon euz leac’h da gaoud aoun rag ar bobl; rag an holl a gemer Ian evit eur profet. 27Respont a rejont eta da Jesus: Na ouzomp ket. Ha me, emezhan, na livirin ket deoc’h ken neubeud dre be otorite e ran an traou‐man.
28Mes petra a sonjit‐hu deuz an dra‐man? Eun den hen doa daou vab, hag o vond etrezeg ar c’henta, e lavaraz dezhan: Va mab, kea da labourat hirio em gwinien. 29Mes he‐man a respontaz: N’az in ket; mes goude‐ze e teuaz keuz dezhan, hag ez eaz. 30Dond a reaz neuze etrezeg egile, hag e lavaraz dezhan ar memeus tra. He‐man a respontaz hag a lavaraz: Mond a ran, Aotrou; mes n’ez eaz ket. 31Pe hini anezhe ho daou a reaz bolontez he dad? Hag e leverjont dezhan: Ar c’henta. Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, ar bublicaned hag ar merc’hed fall a ia araog deoc’h e rouantelez Doue. 32Rag Ian a zo deuet d’ho kavout en hent ar justis, ha n’hoc’h euz ket credet anezhan; mes ar bublicaned hag ar merc’hed fall ho deuz credet anezhan; ha c’houi, o veza gwelet kementse, n’hoc’h ket distroet goude‐ze da gredi anezhan.
33Selaouit eur barabolen all: Bez’ e oa eur pen‐tiegez, pehini a blantaz eur winien, hag a reaz eur c’harz en‐dro dezhi; kleuzi a reaz enhi eur waskerez, ha sevel a reaz eun tour; goude‐ze e feurmaz anezhi da labourerien hag ez eaz da ober eur veaj. 34Pa dostae amzer ar frouez, e kassaz he vevelien etrezeg he vererien evit kaoud ar frouez euz he winien. 35Mes ar vererien, o veza croget en he vevelien, a gannaz unan, a lazaz egile, hag a veinaz unan all. 36Kas a reaz adare mevelien all e niver brassoc’h eged ar re‐genta, hag e rejont dezhe ar memeus tra. 37Da ziveza e kassaz dezhe he vab, en eur lavaret: Douja a raint va Mab! 38Mes ar vererien, pa veljont ar mab, a lavaraz etrezhe: Setu aman an heritour; deuit, lazomp anezhan, ha kemeromp he heritach. 39Hag o veza croget enhan, e taoljont anezhan er meaz euz ar winien hag hen lazjont. 40Pa vezo eta deuet mestr ar winien, petra a raio‐hen d’ar vererien‐ze?
41Respont a rejont dezhan: Lakaad a rai an dud fall‐ze da berissa en eur feçon e vezo eun druez ho gwelet, hag e feurmo he winien da labourerien all, pere a roio dezhan he frouez en ho amzer.
42Jesus a lavaraz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket biskoas lennet er Scrituriou ar c’homzou‐man: Ar mean a zo bet taolet a gostez gant ar re a vatisse a zo deuet da veza ar c’henta mean‐corn; gant an Aotrou eo bet great kement‐man, hag eun dra souezus eo d’hon daou‐lagad? 43Rag‐se hen lavaran deoc’h, rouantelez Doue a vezo lammet diganeoc’h, ha roet da eur bobl hag a roio ar frouez anezhi. 44Piou‐benag a gwezo var ar mean‐ze a vezo brevet; ha friket a vezo piou‐benag a gwezo ar mean‐ze varnezhan.
45Pa ho doe prinsed ar veleien hag ar Farizianed klevet ar parabolennou‐man, ec’h anavezjont e komze divar ho fen; 46hag e klaskent cregi enhan; mes aoun ho doa rag ar bobl, rag kemeret a reant Jesus evit eur profet.

Tällä hetkellä valittuna:

Sant Vaze 21: JEN1897

Korostus

Jaa

Kopioi

None

Haluatko, että korostuksesi tallennetaan kaikille laitteillesi? Rekisteröidy tai kirjaudu sisään