Sant Vaze 19

19
CHABISTR XIX.
1Pa hen doe Jesus peur‐lavaret ar c’homzou‐ze, e ieaz kuit euz a C’halile, hag e teuaz e costeziou ar Jude, en tu‐all d’ar Jourdan. 2Ha kalz a bobl a ieaz var he lerc’h, hag hen a iac’heaz eno ho c’hlanvourien.
3Dond a reaz ive Farizianed d’he gavout evit hen tenti, hag e leverjont dezhan: Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg n’euz fors evit pe seurt digarez? 4Hag hen a respontaz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet penaos ar C’hrouer a reaz er pen‐kenta eur goaz hag eur vaouez; ha penaos hen deuz lavaret: 5Abalamour da ze an den a zilezo he dad hag he vam, hag en em roio d’he vreg, hag ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep‐ken? 6Evel‐se n’ed int mui daou, mes eur c’hig hep‐ken. Arabad eo eta d’an den dispartia ar pez a zo bet unanet gant Doue.
7Int a lavaraz dezhan: Perag eta hen deuz Moises gourc’hemenet rei d’ar vreg eur scrid a zivors, hag he c’has kuit? 8Hen a lavaraz dezhe: Abalamour da galeder ho calonou eo hen deuz Moises permetet deoc’h kas kuit ho kragez; mes ne oa ket evel‐se er pen‐kenta. 9Mes me a lavar deoc’h penaos piou‐benag a gasso kuit he vreg, nemed evit avoultriach a vez, hag a zimezo da eun all, a ra avoultriach; ha piou‐benag a zimezo da eur vreg kasset kuit, a ra ive avoultriach.
10He ziskibien a lavaraz dezhan: Mar d’eo evel‐se stad an den gant ar vreg, n’eo ket mad dimezi. 11Mes hen a lavaraz dezhe: An holl n’int ket evit receo ar gomz‐ze, n’ez euz nemed ar re da bere ez eo bet roet ar galloud a gement‐se. 12Rag bez’ ez euz eunuked, hag a zo eunuked azaleg kov ho mam; re all pere a zo bet great eunuked gant an dud; ha bez’ ez euz re all pere a zo en em c’hreat eunuked ho‐unan abalamour da rouantelez an envou. Piou‐benag a hell compren an dra‐man, ra zeui d’her c’hompren.
13Neuze e oe digasset dezhan bugaligou, evit ma lakaje he zaouarn varnezhe, ha ma pedje; mes an diskibien a reprene anezhe. 14Mes Jesus a lavaraz; Lezit ar vugaligou, ha na zifennit ket outhe dond d’am c’havout; rag rouantelez an envou a zo d’ar re a zo henvel outhe. 15Ha goude beza astennet he zaouarn varnezhe, ez eaz kuit ac’hane.
16Ha setu ma teuaz unan hag a lavaraz dezhan: Mestr mad, petra a dlean‐me da ober a vad evit kaoud ar vuez eternel? 17Hen a respontaz: Perag am galvez‐te mad? N’ez euz hini mad e‐bed, nemed Doue hep‐ken. Hogen mar fell d’id mond er vuez, mir ar gourc’hemenou. Pe re? emezhan. Jesus a respontaz dezhan: 18Na lazi ket; na ri ket a avoultriach; na laeri ket; na liviri ket a desteni faoz; henor da dad ha da vam; 19ha karoud a ri da nessa evel‐d’oud da‐unan. An den yaouank a lavaraz dezhan: 20Miret em euz an holl draou‐ze adaleg va yaouankiz; petra a vank d’in‐me c’hoas? 21Jesus a lavaraz dezhan. Mar fell d’id beza parfet, kea, gwerz ar pez ec’h euz, ha ro‐hen d’ar beorien; hag e pezo eun tenzor en env; neuze, deuz hag heul ac’hanoun. 22Mes, pa glevaz an den yaouank ar gomz‐se, ez eaz kuit gwall‐drist, rag madou braz hen doa.
23Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien: E gwirionez hen lavaran deoc’h, dies eo da eun den pinvidic antren e rouantelez an envou. 24Ha me a lavar deoc’h c’hoas: Ezetoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged n’ed eo da eun den pinvidic antren e rouantelez Doue. 25He ziskibien, o veza klevet kement‐se, a oe souezet braz, hag e lavarent: Piou eta a hell beza salvet? 26Ha Jesus, o sellet outhe, a lavaraz dezhe: Evit an dud, an dra‐ze a zo impossubl: mes evit Doue, pep tra a zo possubl.
27Neuze Per, o komz outhan, a lavaraz: Setu, ni hon euz dilezet pep tra, hag hon euz da heuliet; petra ’ta a erruo evidomp‐ni? 28Ha Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos c’houi, pere hoc’h euz va heuliet, en eil c’hanedigez, pa azezo Mab an den var dron he c’hloar, e veot ive azezet var daouzec tron, o varna an daouzec tribu a Israel. 29Ha kement hini hen devezo dilezet ties, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe vam, pe greg, pe bugale, pe douarou, abalamour d’am hano, a recevo kant gwech kemend all, hag ec’h herito euz ar vuez eternel. 30Mes kalz euz ar re genta a vezo ar re ziveza; hag ar re ziveza a vezo ar re genta.

Tällä hetkellä valittuna:

Sant Vaze 19: JEN1897

Korostus

Jaa

Kopioi

None

Haluatko, että korostuksesi tallennetaan kaikille laitteillesi? Rekisteröidy tai kirjaudu sisään