1
Sant Vaze 19:26
Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
Ha Jesus, o sellet outhe, a lavaraz dezhe: Evit an dud, an dra‐ze a zo impossubl: mes evit Doue, pep tra a zo possubl.
Vertaa
Tutki Sant Vaze 19:26
2
Sant Vaze 19:6
Evel‐se n’ed int mui daou, mes eur c’hig hep‐ken. Arabad eo eta d’an den dispartia ar pez a zo bet unanet gant Doue.
Tutki Sant Vaze 19:6
3
Sant Vaze 19:4-5
Hag hen a respontaz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet penaos ar C’hrouer a reaz er pen‐kenta eur goaz hag eur vaouez; ha penaos hen deuz lavaret: Abalamour da ze an den a zilezo he dad hag he vam, hag en em roio d’he vreg, hag ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep‐ken?
Tutki Sant Vaze 19:4-5
4
Sant Vaze 19:14
Mes Jesus a lavaraz; Lezit ar vugaligou, ha na zifennit ket outhe dond d’am c’havout; rag rouantelez an envou a zo d’ar re a zo henvel outhe.
Tutki Sant Vaze 19:14
5
Sant Vaze 19:30
Mes kalz euz ar re genta a vezo ar re ziveza; hag ar re ziveza a vezo ar re genta.
Tutki Sant Vaze 19:30
6
Sant Vaze 19:29
Ha kement hini hen devezo dilezet ties, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe vam, pe greg, pe bugale, pe douarou, abalamour d’am hano, a recevo kant gwech kemend all, hag ec’h herito euz ar vuez eternel.
Tutki Sant Vaze 19:29
7
Sant Vaze 19:21
Jesus a lavaraz dezhan. Mar fell d’id beza parfet, kea, gwerz ar pez ec’h euz, ha ro‐hen d’ar beorien; hag e pezo eun tenzor en env; neuze, deuz hag heul ac’hanoun.
Tutki Sant Vaze 19:21
8
Sant Vaze 19:17
Hen a respontaz: Perag am galvez‐te mad? N’ez euz hini mad e‐bed, nemed Doue hep‐ken. Hogen mar fell d’id mond er vuez, mir ar gourc’hemenou. Pe re? emezhan. Jesus a respontaz dezhan
Tutki Sant Vaze 19:17
9
Sant Vaze 19:24
Ha me a lavar deoc’h c’hoas: Ezetoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged n’ed eo da eun den pinvidic antren e rouantelez Doue.
Tutki Sant Vaze 19:24
10
Sant Vaze 19:9
Mes me a lavar deoc’h penaos piou‐benag a gasso kuit he vreg, nemed evit avoultriach a vez, hag a zimezo da eun all, a ra avoultriach; ha piou‐benag a zimezo da eur vreg kasset kuit, a ra ive avoultriach.
Tutki Sant Vaze 19:9
11
Sant Vaze 19:23
Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien: E gwirionez hen lavaran deoc’h, dies eo da eun den pinvidic antren e rouantelez an envou.
Tutki Sant Vaze 19:23
Koti
Raamattu
Suunnitelmat
Videot