Hebreed 7
7
Pennad 7
Melkizedek, skeudenn Krist
1Ar Melkizedek-se, roue Salem, beleg an Doue Uhel-Meurbet, a yeas war arbenn da Abraham pa zistroe goude bezañ trec’het ar rouaned, a vennigas anezhañ, 2hag a resevas ivez digant Abraham an deog eus kement en doa kemeret, a dalv da lavarout da gentañ roue ar reizhder hervez e anv, ouzhpenn a oa roue Salem da lavarout eo roue a beoc’h, 3a zo hep tad, hep mamm, hep lignez, hep deroù a zeizioù na ziwezh a vuhez, met a zo rentet heñvel ouzh Mab Doue, a chom beleg da viken. 4Bremañ eveshait pegen bras eo an hini a voe roet dezhañ gant an uheldad Abraham an deog eus ar preizhadur. 5Ar re eus mibien Levi a ra ar garg a velegiezh o deus an urzh, hervez al lezenn, da sevel an deog war ar bobl, da lavarout eo war o breudeur deuet koulskoude eus lounezhi Abraham, 6met eñ, ha ne oa ket eus an hevelep tiegezh evelto, a savas an deog war Abraham, hag a vennigas an hini en doa ar promesaoù. 7Hogen, hep dislavar, an hini bihanañ eo a zo benniget gant an hini brasañ. 8Amañ eo tud varvel hag a sav an deog, met aze eo testeniet penaos an hini en resev a zo bev. 9Ouzhpenn, Levi, a sav an deog, en deus ivez paeet anezhañ dre Abraham, koulz lavarout, 10rak e oa c’hoazh e lounezhi e dad, pa yeas Melkizedek war arbenn dezhañ. 11Mar bije eta ar barfeted en em gavet e belegiezh Levi, rak dindan houmañ eo a zo bet roet al lezenn d’ar bobl, petra e oa ezhomm c’hoazh ma savje ur beleg all hervez urzh Melkizedek ha nann hervez urzh Aaron? 12Hag ar velegiezh o vezañ cheñchet, e oa ret ivez ma vije ur cheñchamant a lezenn. 13Rak an hini a vez lavaret kement-se diwar e benn a zo eus ur meuriad all, dioutañ den ebet n’en deus servijet ouzh an aoter. 14Sklaer eo penaos hon Aotrou a zo deuet eus Juda, meuriad n’en deus lavaret Moizez netra diwar e benn e-keñver ar velegiezh. 15Kement-se a zeu meurbet anatoc’h pa en em sav ur beleg hervez heñveledigezh Melkizedek, 16a zo bet lakaet en e garg nann hervez ul lezenn eus ur gourc’hemenn kigel met hervez galloud ur vuhez peurbadus, 17rak testeniet eo: Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek. 18Evel-se ar gourc’hemenn kentañ a zo bet torret abalamour d’e zic’halloudegezh ha d’e zidalvoudegezh, 19rak al lezenn n’he deus degaset netra d’ar barfeted. Lakaet eo bet en e lec’h un esperañs gwelloc’h, hag en em dostaomp ouzh Doue drezi. 20Ha n’eo ket bet lakaet en e garg hep le, 21rak ar re all a zo bet lakaet beleien hep le, met hemañ a zo bet lakaet en e garg gant al le eus an hini en deus lavaret dezhañ: An Aotrou en deus touet ha n’en em dislavaro ket, te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek. 22Jezuz a zo evel-se deuet kret eus un emglev kalz gwelloc’h. 23Ouzhpenn e-keñver ar veleien, ez eus bet un niver bras anezho, rak ar marv en deus miret outo da chom atav. 24Met eñ, dre ma chom da viken, en deus ur velegiezh na dremeno ket. 25Dre-se e c’hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa’z eo bev bepred evit erbediñ evito. 26Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù, 27n’en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoù, da gentañ evit e bec’hedoù e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc’h en em ginnig e-unan. 28Rak al lezenn a laka beleien-veur tud hag a zo dinerzh, met ger al le, deuet war-lerc’h al lezenn, a laka ar Mab hag a zo peurvat da viken.
Currently Selected:
Hebreed 7: Koad21
Highlight
Share
Copy

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in