YouVersion Logo
Search Icon

Hebreed 6

6
Pennad 6
1Setu perak, o lezel ar c’hentelioù kentañ eus Krist, en em roomp d’ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac’hidigezh an oberoù marv, eus ar feiz e Doue, 2eus kelennadurezh ar badeziantoù, eus al lakadur-daouarn, eus an adsavidigezh a-douez ar re varv hag eus ar varn peurbadus. 3Kement-se eo ar pezh a raimp, mar plij gant Doue.
Arabat mont war-gil
4Rak ar re a zo bet ur wech sklêrijennet, o deus tañvaet an donezon neñvel, o deus bet o lod er Spered-Santel, 5o deus tañvaet ger mat Doue ha galloudoù ar bed da zont, 6hag a zo kouezhet, ne c’heller ken o adneveziñ hag o degas d’ar geuzidigezh, peogwir e stagont ouzh ar groaz a-nevez evito o-unan Mab Doue, o lakaat anezhañ e gwel d’an dismegañs. 7Rak un douar douret gant ar glav a gouezh warnañ alies hag a ro geot mat d’ar re a labour anezhañ, a resev ur vennozh digant Doue, 8met an hini a ro drein hag askol, a zo dianzavet ha prest da vezañ milliget; e ziwezh eo bezañ devet. 9Koulskoude, re garet-mat, e c’hortozomp diganeoc’h traoù gwelloc’h hag a sell ouzh ar silvidigezh, petra bennak ma komzomp evel-se. 10Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent. 11Fellout a ra deomp e tiskouezfe pep hini ac’hanoc’h un hevelep aked, da virout betek an diwezh ur fiziañs leun en esperañs, 12evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heñvel ouzh ar re o deus ar promesaoù da hêrezh dre ar feiz ha dre ar basianted.
Diarvar promesa Doue
13Pa reas Doue ar bromesa da Abraham, evel na c’helle ket touiñ dre unan brasoc’h, e touas drezañ e-unan 14hag e lavaras: Me a vennigo ac’hanout a-dra-sur, hag e kreskin ac’hanout a-dra-sur. 15Evel-se eo e resevas ar bromesa, o vezañ gortozet gant dalc’husted. 16An dud avat a dou dre un hini a zo brasoc’h egeto, hag ul le evit asurañ an traoù a echu an holl dislavaroù. 17Dre-se Doue, o c’hoantaat diskouez gwelloc’h c’hoazh da heritourien ar bromesa digemm e vennad, a reas gant ul le, 18evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c’hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc’hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp. 19Mirout a reomp an esperañs-se evel un eor eus hon ene, sur ha start, hag a ya e diabarzh ar ouel, 20e-lec’h ma’z eo Jezuz antreet evidomp evel un diaraoger, o vezañ bet graet beleg-meur peurbadus hervez urzh Melkizedek.

Currently Selected:

Hebreed 6: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in