YouVersion Logo
Search Icon

Hebreed 5

5
Pennad 5
1Rak pep beleg-meur kemeret e-touez an dud a zo lakaet evit an dud e traoù a sell ouzh Doue, evit ma kinnigo profoù hag aberzhoù evit ar pec’hedoù. 2Gallout a ra kaout truez ouzh ar re a zo en diouiziegezh hag en errol, peogwir eo eñ ivez e-unan e-kreiz an dinerzhded. 3Abalamour da gement-se e tle kinnig aberzhoù evit e bec’hedoù e-unan, kenkoulz hag evit re ar bobl. 4Den ne c’hell kemer an enor-se anezhañ e-unan, nemet an hini a zo galvet gant Doue evel Aaron. 5Evel-se ivez Krist n’en deus ket kemeret evitañ e-unan ar gloar da vezañ beleg-meur, met resevet en deus digant an hini en deus lavaret: Te eo va Mab, da c’hanet em eus hiziv. 6Evel ma lavar ivez en ul lec’h all: Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek. 7Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue, 8en deus desket ar sentidigezh dre an traoù en deus gouzañvet, petra bennak ma oa Mab. 9Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ, 10Doue o vezañ e zisklêriet beleg-meur hervez urzh Melkizedek.
Al laezh hag ar boued kreñv
11Kalz a draoù hon eus da lavarout diwar-benn kement-se, ha traoù diaes da zisplegañ, dre ma’z oc’h deuet gorrek da gompren. 12Rak e-lec’h ma tlejec’h abaoe pell zo bezañ mistri, ezhomm hoc’h eus c’hoazh da zeskiñ ar c’hentelioù kentañ eus komzoù Doue, hag oc’h deuet da gaout ezhomm a laezh kentoc’h eget a voued kreñv. 13Hogen an hini a zo maget gant laezh ne gompren ket ger ar reizhder, rak ur bugel bihan eo. 14Met ar boued kreñv a zo evit an dud en oad, evit ar re hag o deus dre gustum o skiant doareet da ziforc’hiñ ar mad diouzh an droug.

Currently Selected:

Hebreed 5: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in