Hebreed 8
8
Pennad 8
Jezuz, beleg-meur an emglev nevez
1An dra pennañ eus ar pezh hon eus lavaret, eo ma hon eus un hevelep beleg-meur, a zo en em azezet a-zehou da dron ar Veurdez en neñvoù, 2hag a zo ministr eus ar santual hag eus an tabernakl gwirion savet gant an Aotrou ha nann gant un den. 3Pep beleg-meur a zo lakaet en e garg evit kinnig profoù hag aberzhoù, dre-se eo ret en defe ivez hemañ un dra bennak da ginnig. 4Mar bije-eñ war an douar, ne vije ket beleg zoken, o vezañ ma ez eus beleien a ginnig ar profoù hervez al lezenn 5hag a ra ur servij, eiladur ha skeud eus an traoù neñvel, hervez an urzh roet gant Doue da Voizez pa dlee sevel an tabernakl, rak lavaret eo bet dezhañ: Laka evezh d’ober pep tra hervez ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez. 6Met bremañ en deus resevet ur ministrerezh kement uheloc’h ma’z eo an hanterour eus un emglev kalz gwelloc’h hag a zo bet savet war gwelloc’h promesaoù. 7Rak ma vije bet an emglev kentañ hep si, ne vije ket bet lec’h evit un eilvet. 8Lavaret eo bet dezho evel un tamall: Setu, an deizioù a zeuio, eme an Aotrou, ma rin un emglev nevez gant ti Israel ha gant ti Juda, 9nann un emglev evel an hini am eus graet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt; rak n’o deus ket kendalc’het em emglev hag em eus o dilezet, eme an Aotrou. 10Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o soñjoù hag e skrivin anezho war o c’halonoù, me a vo o Doue hag int a vo va fobl. 11Den ne gelenno mui nag e nesañ nag e vreur o lavarout: Anavez an Aotrou. Rak an holl am anavezo, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ, 12dre ma vin trugarezus e-keñver o direizhder ha ne’m bo ken soñj eus o fec’hedoù nag eus o fallentezioù. 13O komz diwar-benn un emglev nevez, e tisklêrias e oa kozh an hini kentañ. Hag ar pezh a zo deuet da vezañ hen ha koshaet, a zo prest da vont da get.
Currently Selected:
Hebreed 8: Koad21
Highlight
Share
Copy

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in