Geneliezh 43

43
Pennad 43
Distreiñ a ra breudeur Jozef en Ejipt
1An naonegezh a oa gwall vras er vro.
2P'o doe echuet da zebriñ ar gwinizh o doa degaset eus an Ejipt, o zad a lavaras: Distroit da brenañ un tamm boued deomp.
3Juda a respontas: An den-se en deus lavaret kreñv deomp: Ne welot ket va dremm nemet e vefe ho preur ganeoc'h.
4Mar kasez hor breur ganeomp, mont a raimp hag e prenimp boued dit.
5Met ma ne gasez ket anezhañ, ned aimp ket di rak an den-se en deus lavaret: Ne welot ket va dremm nemet e vefe ho preur ganeoc'h.
6Hag Israel a lavaras: Perak hoc'h eus graet ar boan-se din o tisklêriañ d'an den-se ho poa c'hoazh ur breur?
7Respont a rejont: An den-se en deus goulennet diganeomp titouroù diwar-benn ac'hanomp ha diwar-benn hon tiegezh, o lavarout: Hag eo c'hoazh ho tad bev? Bez' hoc'h eus ur breur? Respontet hon eus dezhañ d'e c'houlennoù. Ha gallout a raemp anavezout e lavarje: Degasit ho preur?
8Juda a lavaras da Israel e dad: Kas ar bugel ganin, ha ni a savo hag a yelo. Evel-se e vevimp ha ne varvimp ket, ni, te hag hor bugale.
9Me a zo kret evitañ, digant va dorn en adc'houlenni. Ma ne zegasan ket anezhañ dit ha ma ne ginnigan ket anezhañ dirak da zremm, e vin kablus ez keñver da viken.
10Rak ma n'hor bije ket daleet, e vijemp bet bremañ div wech distro.
11Israel o zad a lavaras: Mard eo evel-se, grit eta kement-mañ: Kemerit en ho seier eus gwellañ frouezh ar vro ha kasit ur prof d'an den-se: un nebeudad balzam, un nebeudad mel, louzoù-frondus, mir, pistachez hag alamandez.
12Kemerit arc'hant all etre ho taouarn hag adkasit en ho taouarn an arc'hant a zo bet lakaet deoc'h e genoù ho seier, marteze e oa un errol.
13Kemerit ivez ho preur, savit ha distroit etrezek an den-se.
14Ra roio an Doue hollc'halloudek deoc'h trugarez dirak an den-se, ra laosko deoc'h ho preur all ha Benjamin! Ha mard eo ret din bezañ forc'het diouzh va bugale, ra vin forc'het!
15Kemer a rejont eta ar prof hag an doubl a arc'hant en o daouarn, ha Benjamin. Goude, o sevel, ez ejont d'an Ejipt hag en em zalc'hjont dirak Jozef.
16Jozef a welas Benjamin ganto hag a lavaras da vestr e di: Kas an dud-se d'an ti, lazh ul loen bennak ha fich anezhañ, rak debriñ a raint ganin da greisteiz.
17An den a reas evel m'en doa lavaret Jozef hag a gasas an dud-mañ da di Jozef.
18An dud-mañ o doe aon pa voent kaset da di Jozef, hag e lavarjont: Abalamour d'an arc'hant a voe adlakaet en hor seier ar wech kentañ eo e kaser ac'hanomp, evit en em daoler hag en em stlaper warnomp, hag hor c'hemer evit sklaved ha kregiñ en hon ezen.
19Neuze e tostajont ouzh mestr ti Jozef hag e komzjont dezhañ e-tal an nor,
20o lavarout: Aotrou, selaou ac'hanomp! Deuet omp ur wech kentañ da brenañ boued
21ha, pa oamp en em gavet en ostaleri ha ma tigorjomp hor seier, setu, arc'hant pep hini ac'hanomp a oa e genoù e sac'h, hon arc'hant hervez e bouez, hag hon eus henn distroet etre hon daouarn.
22Degaset hon eus arc'hant all ganeomp en hon daouarn evit prenañ boued. N'ouzomp ket piv en doa lakaet hon arc'hant en hor seier.
23Eñ a lavaras: Ra vo ar peoc'h ganeoc'h! N'ho pet ket aon, ho Toue eo. Doue ho tad eo an hini en deus roet un teñzor deoc'h en ho seier, resevet em eus hoc'h arc'hant. Hag e tegasas dezho Simeon.
24An den-se a gasas anezho e ti Jozef. Reiñ a reas dour dezho hag e walc'hjont o zreid; reiñ a reas ivez boued d'o ezen.
25Hag e kempennjont ar prof, o c'hortoz donedigezh Jozef da greisteiz, rak klevet o doa penaos e tlejent debriñ ar bara eno.
26Jozef a zistroas d'ar gêr. Neuze e kinnigjont dezhañ en ti ar prof o doa en o daouarn, hag e stoujont d'an douar dirazañ.
27Eñ a c'houlennas outo penaos edo an traoù ganto hag a lavaras: Ho tad a zo war an oad, an hini ho poa komzet din diwar e benn, ha yac'h eo? Bev eo bepred?
28Lavarout a rejont: Da servijer, hon tad, a zo yac'h, bev eo c'hoazh. Hag e plegjont hag e stoujont.
29Hag o sevel e zaoulagad, e welas Benjamin e vreur, mab e vamm, hag e lavaras: Hemañ eo ho preur yaouankañ ho poa komzet din diwar e benn? Hag e lavaras: Doue da ober trugarez dit, va mab!
30Jozef a hastas rak e galon a voe fromet ouzh e vreur, hag e klaskas ul lec'h evit gouelañ. Mont a reas en e gambr hag e ouelas.
31Goude bezañ gwalc'het e zremm, ez eas er-maez hag, oc'h emvestroniañ, e lavaras: Servijit ar pred.
32Hag e voe servijet a-du, hag int a-du. Servijet e voe ivez a-du an Ejipsianed a zebre gantañ, dre ma ne c'hell ket an Ejipsianed debriñ ar bara gant an Hebreed, kement-se a zo un euzhusted evit an Ejipsianed.
33Azezañ a rejont eta dirazañ, ar c'hentañ-ganet hervez e henañded hag an hini yaouankañ hervez e oad, hag an dud-se a selle an eil ouzh egile gant souezh.
34Hag e kasas meuzioù dezho azirazañ, met lodenn Benjamin a oa pemp gwech vrasoc'h eget al lodennoù all. Evañ a rejont, hag e laouenajont gantañ.

Одоогоор Сонгогдсон:

Geneliezh 43: Koad21

Тодруулга

Хуваалцах

Хувилах

None

Тодруулсан зүйлсээ бүх төхөөрөмждөө хадгалмаар байна уу? Бүртгүүлэх эсвэл нэвтэрнэ үү

Geneliezh 43-д зориулсан видео