Geneliezh 42
42
Pennad 42
Breudeur Jozef a zeu en Ejipt
1Jakob, o welout e oa gwinizh da werzhañ en Ejipt, a lavaras d'e vibien: Perak e sellit an eil ouzh egile?
2Lavarout a reas: Setu, klevet em eus ez eus gwinizh da werzhañ en Ejipt. It eta di ha prenit gwinizh evidomp, evit ma vevimp ha na varvimp ket.
3Neuze dek breur eus Jozef a ziskennas da brenañ gwinizh en Ejipt.
4Jakob ne gasas ket Benjamin breur Jozef gant e vreudeur, rak lavarout a reas: Diwallomp na errufe ur gwalleur gantañ!
5Mibien Israel a zeuas da brenañ gwinizh e-touez ar re a zeue ivez, rak an naonegezh a oa e bro Ganaan.
6Jozef a oa mestr er vro. Eñ eo a werzhe gwinizh da holl bobl ar vro. Breudeur Jozef a zeuas eta hag a stouas dirazañ, an dremm d'an douar.
7Jozef a welas e vreudeur hag o anavezas, met ober a reas evel an estrañjour ganto hag e komzas outo gant ruster. Lavarout a reas: A-belec'h e teuit? Hag e respontjont: Eus bro Ganaan evit prenañ boued.
8Jozef a anavezas eta e vreudeur, met int n'anavezjont ket anezhañ.
9Jozef a soñjas en huñvreoù en doa bet diwar o fenn hag e lavaras: Spierien oc'h, deuet oc'h evit gwelout lec'hioù dinerzh ar vro.
10Respont a rejont dezhañ: Nann va aotrou, da servijerien a zo deuet da brenañ boued.
11Holl ez omp mibien d'un hevelep den, ni a zo tud vat, da servijerien n'int ket spierien.
12Lavarout a reas: Tamm ebet! Deuet oc'h evit gwelout lec'hioù dinerzh ar vro.
13Hag e respontjont: Ni, da servijerien, a zo daouzek breur, mibien d'un hevelep den e bro Ganaan ha setu, an hini yaouankañ a zo hiziv gant hon tad, egile n'emañ ken.
14Jozef a lavaras: Kement-se am eus lavaret deoc'h, spierien oc'h.
15Setu penaos e viot amprouet: Dre vuhez Faraon, n'eot ket kuit ac'hann ken na vo ho preur yaouankañ deuet.
16Kasit unan ac'hanoc'h ha ra zegaso ho preur, ha c'hwi, chomit prizonidi amañ. Ra vo amprouet ho komzoù evit gwelout hag emañ ar wirionez ganeoc'h. Anez, dre vuhez Faraon, spierien oc'h.
17Hag e lakaas anezho en toull-bac'h asambles e-pad tri devezh.
18D'an trede deiz, Jozef a lavaras: Grit kement-mañ hag e vevot. Doue a zoujan!
19Mard oc'h tud vat, ra chomo unan ac'hanoc'h, ho preur, ereet en ho toull-bac'h ha c'hwi, it da gas ar gwinizh evit pourvezañ d'ho tiegezh
20ha degasit ho preur yaouankañ din, evel-se e vo amprouet ho komzoù ha ne varvot ket. Kement-se a rejont.
21Hag e lavarjont an eil d'egile: E gwirionez kablus omp e-keñver hor breur, rak gwelet hon eus enkrez e ene pa c'houlenne ouzhimp trugarez ha n'hon eus ket e selaouet. Setu perak an enkrez-mañ a zo en em gavet ganeomp.
22Ruben a respontas o lavarout: Ha ne'm eus ket lavaret deoc'h: Na rit ket ar pec'hed-se a-enep ar bugel? Met n'hoc'h eus ket selaouet ha setu, e wad a zo goulennet diouzhimp.
23Ne ouient ket e komprene Jozef, dre ma komze outo dre ur jubennour.
24En em zistroas diouto da ouelañ. Neuze e teuas d'o c'havout en-dro hag e komzas outo; neuze e kemeras diouto Simeon hag ec'h ereas anezhañ dirak o daoulagad.
25Jozef a c'hourc'hemennas leuniañ o seier gant gwinizh, lakaat arc'hant pep hini en e sac'h ha reiñ dezho pourvezioù evit an hent. Ar pezh a voe graet.
26Neuze e lakajont ar gwinizh war o ezen hag ez ejont kuit.
27Unan anezho a zigoras e sac'h evit reiñ boued d'e azen en ostaleri, hag e welas e arc'hant. Setu, e oa e genoù ar sac'h.
28Lavarout a reas d'e vreudeur: Va arc'hant a zo bet roet din en-dro hag emañ amañ em sac'h. O c'halonoù a vankas dezho hag e lavarjont en ur grenañ an eil d'egile: Petra en deus graet Doue deomp?
29Dont a rejont da gavout Jakob o zad e bro Ganaan, hag e tisplegjont dezhañ an holl draoù a oa erruet ganto, o lavarout:
30An den hag a zo mestr ar vro en deus komzet deomp gant ruster hag en deus hor c'hemeret evit spierien.
31Lavaret hon eus dezhañ: Ni a zo tud vat, n'omp ket spierien,
32daouzek breur emaomp, mibien hon tad, unan ac'hanomp n'emañ ken hag an hini yaouankañ a zo hiziv gant hon tad e bro Ganaan.
33Hag an den, an hini a zo mestr ar vro, en deus lavaret: Evel-henn ec'h anavezin hag oc'h tud vat: Lezit ganin unan eus ho preudeur, kemerit ar pezh a zo ret evit pourvezañ d'ho tiegezh, it kuit
34ha degasit din ho preur yaouank. Neuze ec'h anavezin n'oc'h ket spierien met tud vat. Me a roio deoc'h ho preur hag e c'hellot mont-dont er vro.
35Evel ma c'houllonderjont o seier, setu, pakad arc'hant pep hini anezho a oa en e sac'h. Gwelout a rejont, int hag o zad, o fakadoù arc'hant hag o doe aon.
36Jakob o zad a lavaras: Forc'het on diouzh va bugale ganeoc'h: Jozef n'emañ ken ha Simeon n'emañ ken, hag e tapfec'h Benjamin! Warnon-me eo kouezhet an holl draoù-mañ!
37Ruben a gomzas d'e dad hag a lavaras: Te a lakaio va daou vab d'ar marv ma ne zegasan ket anezhañ dit. Fizi-eñ ennon hag en rentin dit.
38Respont a reas: Va mab ne ziskenno ket ganeoc'h rak e vreur a zo marv, hag hemañ a chom e-unan. Ma c'hoarvezfe gwalleur gantañ en hent emaoc'h o vont, e lakafec'h va blev gwenn da ziskenn gant glac'har e lec'h ar marv.
Одоогоор Сонгогдсон:
Geneliezh 42: Koad21
Тодруулга
Хуваалцах
Хувилах

Тодруулсан зүйлсээ бүх төхөөрөмждөө хадгалмаар байна уу? Бүртгүүлэх эсвэл нэвтэрнэ үү