Geneliezh 44

44
Pennad 44
Jozef a laka e hanaf e sac'h Benjamin
1Neuze e roas urzh da vestr e di, o lavarout: Leugn seier an dud-se a voued, kement ha ma c'hellont dougen, ha laka arc'hant pep hini e genoù e sac'h.
2Hag e lakai va hanaf, an hanaf arc'hant, e genoù sac'h an hini yaouankañ, gant arc'hant e winizh. Hag e reas evel m'en doa lavaret Jozef.
3Ar beure, kerkent ha ma oa deiz, e voe kaset an dud-se kuit gant o ezen.
4Pa oant aet eus kêr, a-raok ma oant pell, Jozef a lavaras da vestr e di: Sav, kae war-lerc'h an dud-se ha pa'z po tapet anezho, e lavari dezho: Perak hoc'h eus rentet an droug evit ar mad?
5An dra-se, ha n'eo ket ennañ ec'h ev va mestr ha n'eo ket gantañ e tivin? Graet hoc'h eus un dra fall.
6Hag e tapas anezho hag e lavaras ar c'homzoù-se.
7Respont a rejont dezhañ: Perak e komz va mestr evel-se? Pell diouzh da servijerien ar soñj d'ober un hevelep tra.
8Setu, degaset hon eus dit eus bro Ganaan an arc'hant hor boa kavet e genoù hor seier. Penaos hor bije laeret eta eus ti da vestr arc'hant hag aour?
9Ra varvo an hini eus da servijerien a vo kavet-se gantañ ha ra vimp-ni sklaved eus va mestr!
10Lavarout a reas: Ac'hanta! Ra vo graet hervez ho komzoù: an hini a vo kavet-se gantañ a vo va sklav ha c'hwi a vo didamall.
11Hag e hastas lakaat pep hini anezho e sac'h war an douar hag e tigoras pep hini anezho e sac'h.
12Hag e furchas anezho, o kregiñ gant an hini henañ hag oc'h echuiñ gant an hini yaouankañ, hag an hanaf a voe kavet e sac'h Benjamin.
13Neuze e rogjont o dilhad, pep hini a adsammas e azen hag a zistroas e kêr.
14Juda gant e vreudeur a zeuas da di Jozef hag e oa c'hoazh eno. Hag e stoujont d'an douar dirazañ.
15Jozef a lavaras: Peseurt tra hoc'h eus graet? Ha ne ouiec'h ket penaos un den eveldon a c'hell divinout?
16Juda a respontas: Petra a lavarimp da'm aotrou? Penaos e komzimp? Penaos en em reishaimp? Doue en deus kavet direizhder da servijerien. Setu, ni a zo sklaved da'm aotrou, ken ni evel an hini a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn.
17Eñ a lavaras: Pell diouzhimp ar soñj d'ober evel-se! An den a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn a vo va sklav, met c'hwi, adpignit e peoc'h etrezek ho tad.
18Neuze Juda a dostaas outañ hag a lavaras: Me az ped, va aotrou! Ra lavaro da servijer ur ger ez skouarn, me az ped, va aotrou, ha ra n'entano ket da fulor a-enep da servijer, rak te a zo evel Faraon.
19Va aotrou a reas goulennoù ouzh e servijerien, o lavarout: Ha bez' hoc'h eus tad pe vreur?
20Respontet hon eus da'm aotrou: Ni hon eus un tad war an oad hag ur bugel yaouank dezhañ a zo bet ganet dezhañ en e gozhni. E vreur a zo marv hag hemañ a zo chomet e-unan eus e vamm, hag e dad a gar anezhañ.
21Lavaret ez poa da'z servijerien: Lakait anezhañ da ziskenn da'm c'havout ma welin anezhañ gant va daoulagad.
22Lavaret hon eus da'm aotrou: Ar bugel ne c'hell ket kuitaat e dad, mar kuita anezhañ, e dad a varvo.
23Lavaret ez poa da'z servijerien: Ma ne ziskenn ket ho preur ganeoc'h, ne welot ken va dremm.
24Pa voemp pignet da gavout da servijer va zad, e lavarjomp dezhañ komzoù va aotrou.
25Hon tad a lavaras: Distroit da brenañ boued deomp.
26Lavarout a rejomp: Ne c'hellomp ket mont di. Met mar bez hor breur yaouankañ ganeomp, e tiskennimp, rak ne c'hellomp ket gwelout dremm an den-se ma n'eo ket hor breur yaouankañ ganeomp.
27Da servijer va zad a lavaras deomp: Gouzout a rit penaos he deus ganet va gwreg daou vab din.
28Unan a zo aet kuit diganin hag em boa lavaret: A-dra-sur drailhet eo bet, rak ne'm eus ket adwelet anezhañ betek bremañ.
29Mar lamit ivez hemañ diganin ha mar en em gav gwalleur gantañ, e lakaiot va blev gwenn da ziskenn gant glac'har e lec'h ar marv.
30Bremañ, pa zeuin da gavout da servijer va zad, ma n'emañ ket ar bugel ganeomp, an hini ma'z eo e ene ereet d'e ene,
31e c'hoarvezo penaos adalek ma ne welo ket ar bugel ganeomp e varvo. Ha da servijerien a lakaio da ziskenn gant glac'har blev gwenn da servijer hon tad e lec'h ar marv.
32Rak da servijer a oa kret evit ar bugel o kemer anezhañ digant va zad hag en deus lavaret: Ma ne gasan ket anezhañ dit, e vin kablus e-keñver va zad da viken.
33Bremañ eta, ra chomo da servijer, me az ped, sklav da'm aotrou e-lec'h ar bugel ha ma pigno hemañ gant e vreur.
34Rak penaos e pignfen da gavout va zad ma n'emañ ket ar bugel ganin? O! Gant na welin ket glac'har va zad!

Одоогоор Сонгогдсон:

Geneliezh 44: Koad21

Тодруулга

Хуваалцах

Хувилах

None

Тодруулсан зүйлсээ бүх төхөөрөмждөө хадгалмаар байна уу? Бүртгүүлэх эсвэл нэвтэрнэ үү

Geneliezh 44-д зориулсан видео