Logo ya YouVersion
Elilingi ya Boluki

Psalmou 27

27
XXVII PSALM.
1Ann Aotrou eo va sklerijen ha va zilvi-digez; rak piou em hezo me aoun? ann Aotrou eo a ziwall va buez; piou am lakai da grena?
2Pa dostaaz ar ré zroug, va enebourien, ha va heskinerien ouz-in evid dibri va c’hik, hi a zo horjelet hag a zo kouezet.
3Ha pa zavchent armeou em enep, va c’haloun na vije ket spountet: ha pa zavô brezel ouzin, me a lakai va fisians e kement se.
4Eunn dra hep-ken em euz goulennet di-gand ann Aotrou, hag he enklaskout a rinn; ma chouminn e ti ann Aotrou a zoug holl zeisiou va buez, evit ma welinn dudi ann Aotrou, ha ma emwelinn he dempl.
5Kak kuza a raio ac’hanoun enn he delt e deiz ann droug: el leac’h ku-zeta euz he dabemakl e vezinn kuzet; va sevel a raio war ar mean.
6Ha brema va fenn a vezo savet dreist va enebourien enn dro d’in: kinnig a rinn sacrifisou a gan: me a gano hag a veulo ann Aotrou em c’ha-naouenou.
7Selaou Aotrou out va mouez pa griann ouz-id; az pez truez ouz-in, ha selaou ouz-in.
8Pa az peuz lavaret: klaskit va zremm; va c’haloun e deuz res-pountet d’id: da zremm a glaskinn O Aotrou.
9Na zistro ket da zaoulagad diouzin; n’en em denn ket dioud da zervicher enn da vuanegez: té a zo bet da skoazel d’in: na zilez ket ac’hanoun o Doue va zalver.
10Pa venn dilezet gant va zad ha va mamm, neuze ann Aotrou a’m digemero.
11Diskouez d’in Aotrou, da hent, ha rén ac’hanoun er wenodenn eéun, enn-abek d’am enebou-rien.
12Na ro ket ac’ha-noun da ioul ar ré a heskin, ac’hanoun: rak gwall destou hag ar ré a chouez krisderi a zo savet em-enep.
13Ha ma n’am bijé kredet, e weljenn madou ann Aotrou e douar ar ré veo, e vijenn eat da goll.
14Gortoz ann Aotrou; ha bezo stard, hag hen̄ a gennerzo da galoun: lavarout a rann: gortoz ann Aotrou.

Currently Selected:

Psalmou 27: PS1873

Tya elembo

Share

Copy

None

Olingi kobomba makomi na yo wapi otye elembo na baapareyi na yo nyonso? Kota to mpe Komisa nkombo