Logo ya YouVersion
Elilingi ya Boluki

Psalmou 28

28
XXVIII PSALM.
1Etrezeg enn-od e kriin, Aotrou va roc’h; na dav ket em c’hen-ver: gand aoun ma tavchez, na venn henvel oud ar rè a ziskenn er poull.
2Selaou Aotrou out mouez va goulenn, pa bedann ac’hanod; pa zavann va daouarn etrezé da dempl san-tel.
3Na denn ket ac’hanoun gand ar bec’herien, ha na goll i ket ac’hanoun gand ar ré a ra fallagriez, gand ar ré a gomz a beoc’h gand hô nesa, hag a sonch droug enn hô c’haloun.
4Ro d’ezho hervez ho oberiou, hag hervez ann drougiez euz ho ijinou. Ro d’ezho hervez ho daouarn; distol d’ezho ar gobr dleet dezho.
5O veza n’ho deuz ket mennet oberiou ann Aotrou, oberiou he zaouarn, hen̄ ho zistrujo, ha na savi mui anezho.
6Benniget ra vezo ann Aotrou: rak se-laouet en deuz out mouez va gouleun.
7Ann Aotrou eo va skoazel ha va gware-zer: va c’haloun e deuz lekeat he espe-rans enn-han, hag ounn bet skoazellet: abalamour da ze va c’haloun a drid gant levenez, ha me a veulô anezhan dre va c’han.
8Ann Aotrou a zo nerz he bobl; hag ar gwarezer a zaveté he eoliet.
9Dieub da bobl, ha bennig da heritach; ha ren anezhô, ha sav anezhô da vikenn.

Currently Selected:

Psalmou 28: PS1873

Tya elembo

Share

Copy

None

Olingi kobomba makomi na yo wapi otye elembo na baapareyi na yo nyonso? Kota to mpe Komisa nkombo