Logo ya YouVersion
Elilingi ya Boluki

Psalmou 22

22
XXII PSALM.
1Va Doué, va Doué, perag ec’h euz te va dilezet; o pellaat da unan diouch va zil-vidigez, lia diouc’h geriou va c’hri?
2O va Doué, krial a ranu a zoug ann deiz, ha te ne ze-laouez ket; hag-a-zoug ann noz, ha n’em beuz ket paoue-zet.
3Hogen te a-vad a zo santel, te a zo da choum e meuleudi Izrael.
4Hon tadou ho deuz lakeet ho fisians enn-od; fisians ho deuz bet, hag euz ho zennet a boan.
5Etrezeg enn od ho deuz kriet, hag int bet saveteet: enn od ho deuz lekeat ho fisians, ha n’int ket het reustlet.
6Evid oun me a zo eur prenv, ha n ounn ket eunn den; me a zo mez ann dud, hag eunn dismegauz d’ar bobl.
7Ar ré holl am gwelé a rea goab ac hanoun; digeri a reant ho muzellou, hag ec’h hejent ho fenn.
8Lekeat en deuz he fisians enn Ao-trou, eme-z-ho, ra ziereo anezhan; ra zieuho anezhan, mar kâr anezhan.
9Rak te eo ec’h euz va zennet euz a gov va mamm; va fisians ha me choaz oud bronn va mamm.
10Etrezeg enu od ounn en em daolet kerkent ha ma ounn deuet er-meaz euz he dargreiz; va Doué oud abaoe ma ounn deuet euz a gov va mamm.
11N’en em denn ket diouz-in, rag ar c’hlac’har a zo tost; rag n’euz hini a ge-ment am skoazelfe.
12Kalz a dirvi a zo deut enn dro d’in; tirvï’ braz euz a Ba-scan a zo dastumet war va zro.
13Digoret ho deuz ho genou war-n-oun, evel eul léon skrapuz ha iuduz.
14Evel dour ounn het skuillet, ha va holl eskem a zo bet dilec’het; va c’haloun em c’hreiz a zo deut evel koar o teuzï.
15Dizechet eo va ners evel eur pod pri; ha va zeod a zo en em staget out va staon; ha va c’haset ec’h euz beté poultr ar bez.
16Rak kalz a chas a zo deut tro war dro d’in, eur rumm braz a dud fall a zo das-tumet war va zro: toullet ho deuz va daouam ha va zreid.
17Me a hell niveri va holl eskem: hi a zell ouzin, hag a laka evez ouz-in.
18Ranna a reont va dillad etre-z-ho, ha teurel a reont va zae d’ar sort.
19Hogen te Aotrou na hella ket diouz-in; te, va nerz, deuz buan da zifenn ac’ha-noun.
20Dieub va ené euz ar c’hleze o Aotrou; tenn-hen, pa n’em euz nemet han, euz a baô ar c’hi.
21Savete ac’hanoun euz a c’henou al leon; o veza ma ec’h euz selaouet ac’hanoun euz a gernïel ann unikorned.
22Diskleria a rinn da hano d’am breu-deur, ekreiz ann iliz e veulinn ac’hanod.
23Choui a zouj ann Aotrou meulit hen; holl wenn Iakob enorit hen; holl wenn Izrael doujit anezhan.
24Rak hen n’en deuz ket great fae na dispriz war enkrez ar glac’haret; ha n’en deuz ket distroet he zaoulagad diout-han; hogen pa en deuz kriet, hen en deuz selaouet anezhan.
25Va meuleudi a zavinn etrezeg enn-od enn eur rumm braz a bobl; va gwestlou a roinn dirag ar ré a zouj anezhan.
26Ar beorien a zebro, hag hi ho devezo ho gwalc’h; hag ar ré a glasko ann Aotrou a veulo anezhan; ho c’halonou a vevo e amzer ann amzenou.
27Ann douar tro war dro d’he bevenn ne ankounac’haio ket, hag a zistroio oud ann Aotrou; hag holl bo-blou ar bed a stouo dira-z-oud d’as azeuli.
28O veza ma eo ar rouantelez d’ann Aotrou; hag ez eo hen eo a vezo roué ar boblou.
29Ar ré vraz euz ann douar a zebro hag a azeulo holl; ar ré holl a ziskenn enn douar a gouezo dira-z-han ha den ne chell lakaat salv he vuez.
30Eur wenn a zer-vicho anezhan; hag e vezo niveret enn hi, eur rumm tud d’ann Aotrou.
31Hi a zeuio, hag a zisklerio he justis d’ar hobl a dle dont, o veza ma en deuz great ann dra ze.

Currently Selected:

Psalmou 22: PS1873

Tya elembo

Share

Copy

None

Olingi kobomba makomi na yo wapi otye elembo na baapareyi na yo nyonso? Kota to mpe Komisa nkombo