Logo ya YouVersion
Elilingi ya Boluki

Psalmou 21

21
XXI PSALM.
1Aotrou ar roué en em laouenai enn da ners: hag e trido kaer war ar zilvidigez az pezo roet d’ezhan.
2Ioul he galoun az pez roet d’ezhan; ha n’ec’h euz ket di-nac’het goulenn he vuzellou.
3Rag he ziaraoget az peuz a vennosiou a vadelez: lekeat az peuz war he benn eur gurunen a aour pur.
4Ar vuez en deuz goulennet digan ez, ha te az peuz roet d’ezhan, deisiou hir evid ann amzer hag evid amzer ann am-zeriou.
5Braz eo he c’hloar enn da zieub: lakaad a ri war-n-ezhan eur c’hloar hag eur skéd ar brassa.
6Rag he lakaad a ri da veza benniget é amzer ann amzeriou; ha laouenaad a ri gand ar gwél euz da zremm.
7Rag ar roué a la-ka hé fisians enn Aotrou: ha gant tru-garez ar meurbed uc’hel na vezo ket diloc het
8Ra gavô da zourn da holl enebourien; ra gavo da zourn deou ar re holl a gasa ac hanod.
9Ho entana a ri evel eur foum losk enn amzer e pehini e i tiskouezi da zremm; jann Aotrou enn he vuanegez a lounkö anezho, hag ho lakai da veza peur zevet gaud ann tan.
10Ho frouez a den-ni diwar ann douar; hag ho gwenn euz a greiz ann dud.
11Rak digaset ho deuz drougou war-n-od; mennet ho deuz ioulou, ha n’ho deuz ket gellet digas anezho da vad.
12Dre-ze e likii anezhô da drei ho c’hein; hag ec’h aozi da zaesiou war da gordennou enn enep ho dremm.
13Sav Aotrou, enn da nerz; ni a ganô hag a veulo da c’hal-loud enn hor c’ha-naouennou.

Currently Selected:

Psalmou 21: PS1873

Tya elembo

Share

Copy

None

Olingi kobomba makomi na yo wapi otye elembo na baapareyi na yo nyonso? Kota to mpe Komisa nkombo