Jakob a reas ur gouestl, o lavarout: Ma vez Doue ganin, ma tiwall ac'hanon er veaj a ran, ma ro bara din da zebriñ ha dilhad da wiskañ,
ha ma tistroan e peoc'h da di va zad, an AOTROU a vo va Doue
hag ar maen-mañ am eus lakaet en e sav evel ur peul a vo ti Doue; hag eus kement a roi din, e roin dit an deog gant lealded.