Sant Vaze 4

4
CHABISTR IV.
1Neuze Jesus a oe kasset gant ar Spered ebarz an dezert evit beza tentet gant an diaoul. 2Ha goude m’hen doe iunet daou‐ugent devez ha daou‐ugent nosvez, hen doe naoun. 3Hag an tentatour, o veza tosteat outhan, a lavaraz: Mar d’oud Mab Doue, lavar ma teui ar vein‐ze da veza bara. 4Mes Jesus o respont a lavaraz: Scrivet eo: N’eo ket gant bara hep‐ken e vevo an den, mes gant pep ger a zeu euz a c’henou Doue. 5Neuze an diaoul hen kassaz er gear zantel, hag a lekeaz anezhan var lein an templ; hag a lavaraz dezhan: 6Mar d’oud Mab Doue, en em daol d’an traon; rag scrivet eo: Gourc’hemen a rai d’he elez divar da ben, hag e tougint ac’hanoud etre ho daouarn, gant aoun na stokfez da droad ouz eur mean‐benag. 7Jesus a lavaraz dezhan: Scrivet eo ive: Na denti ket an Aotrou da Zoue. 8An diaoul a gassaz anezhan c’hoas var eur menez huel meurbed, hag a ziskouezaz dezhan holl rouantelezou ar bed hag ar gloar anezhe; hag e lavaraz dezhan: 9An holl draou‐ze a roin d’id, mar en em brosternez d’am adori. 10Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Tec’h kuit, Satan; rag scrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hepken a zervichi. 11Neuze an diaoul a lezaz anezhan; ha setu ma teuaz elez hag a zervichaz anezhan.
12Hogen Jesus, o veza klevet e oa bet lakeat Ian er prizon, en em dennaz en Galile. 13Hag o veza kuiteet Nazaret, e teuaz da choum e Cafernaüm, kear arvorec, var harzou Zabulon ha Neftali; 14hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret evel‐hen dre ar profet Izaias: 15Douar Zabulon ha douar Neftali, var hent ar mor, en tu‐all d’ar Jourdan, Galile ar Jentiled! 16Ar bobl a oa azezet en devalijen, he deuz gwelet eur sclerijen vraz; hag en em zavet eo ar sclerijen var ar re a oa azezet en bro hag en skeud ar maro.
17Adaleg neuze Jesus a gommansaz da brezeg ha da lavaret: En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.
18Ha Jesus, en eur vale a‐hed mor Galile, a velaz daou vreur, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur, o teurel ho rouejou er mor; rag pesketerien e oant. 19Hag e lavaraz dezhe: Deut var va learc’h, ha me a raio ac’hanoc’h pesketerien tud. 20Hag int rag‐tal, o lezel ho rouejou, a heuliaz anezhan. 21Hag ac’hane o vond araog, e velaz daou vreur all, Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur, en eur vag, gant Zebede ho zad, o tressa ho rouejou, hag e c’halvaz anezhe. 22Hag int rag‐tal o lezel ar vag hag ho zad, a heuliaz anezhan.
23Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl. 24Hag ar vrud anezhan a ieaz dre an holl Siri; hag e tigassent dezhan an holl dud klanv ha dalc’het gant meur a glenved hag a wall‐boan, hag ar re dalc’het gant an drouk‐spered, hag ar re loarec, hag ar re baralitic; hag hen a iac’hae anezhe. 25Ha mareadou braz a dud a heuliaz anezhan euz a C’halile, hag euz a Zecapolis, euz a Jerusalem, euz ar Jude, hag euz an tu‐all d’ar Jourdan.

Pilihan Saat Ini:

Sant Vaze 4: JEN1897

Sorotan

Berbagi

Salin

None

Ingin menyimpan sorotan di semua perangkat Anda? Daftar atau masuk