Sant Ian 3
3
CHABISTR III.
1Hogen e‐touez ar Farizianed e oa eun den hanvet Nicodem, unan euz ar re huella e‐touez ar Judevien. 2An den‐ze a zeuaz, e‐pad an noz, da gavout Jesus hag a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp ez oud eun doctor deuet a‐berz Doue; rag den na hell ober ar miraclou a rez ma n’ema ket Doue ganthan. 3Jesus a respontaz dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a‐nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.
4Nicodem a lavaraz dezhan: Penaos ec’h hell eun den genel, hag hen koz? Daoust hag hen a hell mond adare e kov he vam, ha beza ganet eun eil gwech?
5Jesus a respontaz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel euz an dour hag euz ar Spered, na hell ket antreal en rouantelez Doue. 6Ar pez a zo ganet euz ar c’hig a zo kig, hag ar pez a zo ganet euz ar Spered a zo spered. 7Na vez ket souezet abalamour m’em euz lavaret d’id: Red eo deoc’h genel a‐nevez. 8An avel a c’houez el leac’h ma fell dezhan; hag e klevez an drouz anezhan; mes na ouzez nag a be leac’h e teu, na da be leac’h ez a. Evel‐se ive e c’hoarvez gant kement den a zo ganet euz ar Spered.
9Nicodem a lavaraz dezhan: Penaos ec’h hell an traou‐ze c’hoarvezoud.
10Jesus a respontaz dezhan: Te a zo doctor euz a Israel, ha na anavezez ket an traou‐ze? 11E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran d’id, ni a lavar ar pez a ouzomp, hag a ro testeni euz ar pez hon euz gwelet; mes c’houi na recevit ket hon testeni. 12Ma ne gredit ket, pa em euz komzet deoc’h euz traou an douar, penaos e credot‐hu mar komzan deoc’h euz traou an env? 13Hogen den e‐bed n’eo bet pignet en env, nemed an hini a zo diskennet euz an env, da lavaret eo, Mab an den pehini a zo en env. 14Hag evel ma savaz Moises ar serpant ebarz an dezert, evel‐se eo red da Vab an den beza savet, 15evit na berisso ket piou‐benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel. 16Rag Doue hen deuz karet kement ar bed, ma hen deuz roet he Vab unic, evit na vezo ket kollet piou‐benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel. 17Rag Doue n’hen deuz ket digasset he Vab er bed, evit barna ar bed, mes evit ma vezo salvet ar bed dreizhan. 18An neb a gred enhan n’eo ket barnet, mes an neb na gred ket a zo dija barnet, abalamour n’hen deuz ket credet en hano Mab unic Doue. 19Hag ar pez a zo caoz d’ar varnedigez‐ze eo ma’z eo deuet ar sclerijen er bed, ha ma ho deuz an dud karet muioc’h an devalijen eged ar sclerijen, rag ho oberou a oa fall. 20Rag kement hini a ra an droug hen deuz kaz euz ar sclerijen, ha ne dosta ket ouz ar sclerijen gant aoun na vez discleriet he oberou. 21Mes an hini a ra he oberou hervez ar wirionez a dosta ouz ar sclerijen, evit ma vezo gwelet he oberou, rag en Doue ez int great.
22Goude‐ze, Jesus a ieaz gant he ziskibien var douar Jude, hag e choumaz eno ganthe, hag e vadeze. 23Ha Ian a vadeze ive en Enon, tost da Zalim, rag kalz a zour a oa eno, ha di e teue an dud evit beza badezet. 24Rag Ian ne oa ket bet c’hoas lakeat er prizon. 25Hogen, eun disput a zavaz etre diskibien Ian hag ar Judevien, divarben ar burification. 26Hag e teujont da gavoud Ian, hag e leverjont dezhan: Mestr, an hini a oa ganez en tu all d’ar Jourdan, ha da behini ec’h euz roet testeni, setu hen o vadezi, hag ez eont holl d’he gavout.
27Ian a respontaz: Den na hell pretanti kaout tra e‐bed, nemed roet a ve bet dezhan euz an env. 28C’houi hoc’h‐unan a zo testou d’in penaos em euz lavaret: N’e ket me eo ar C’hrist, mes digasset oun bet en he raog. 29An hini a zo ar vreg yaouank dezhan eo ar pried; mes mignon ar pried a zo en he gichen hag a zelaou anezhan, a zo leun a joa o klevet mouez ar pried; hag al laouenedigez‐ze, pehini eo va hini‐me, a zo parfet. 30Red eo dezhan creski, ha d’in‐me bihanaad. 31An hini a zeu euz an neac’h, a zo dreist an holl; an hini a zeu euz an douar a zo euz an douar, hag a gomz euz an douar; an hini a zo deuet euz an env a zo dreist an holl. 32Ha testeni a ro euz a gement hen deuz gwelet ha klevet; mes den na receo he desteni. 33An hini hen deuz recevet he desteni hen deuz siellet penaos Doue a zo gwirion. 34Rag an hini a zo bet digasset gant Doue, a lavar komzou Doue, rag Doue na ro ket dezhan ar Spered dre vuzur. 35An Tad a gar ar Mab, hag hen deuz lakeat pep tra etre he zaouarn. 36An hini a gred er Mab hen deuz ar vuez eternel; mes an hini na zent ket ouz ar Mab na velo ket ar vuez, mes coler Doue a choum varnezhan.
Pilihan Saat Ini:
Sant Ian 3: JEN1897
Sorotan
Berbagi
Salin
Ingin menyimpan sorotan di semua perangkat Anda? Daftar atau masuk
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.