Sant Ian 2

2
CHABISTR II.
1Tri deiz goude, e oa eun eured en Cana, en bro Galile, ha mam Jesus a oa eno. 2Ha Jesus a oa ive pedet d’an eured gant he ziskibien. 3Ar gwin o veza deuet da vankout, mam Jesus a lavaraz dezhan: N’ho deuz ken a win. 4Jesus a lavaraz dezhi: Maouez, petra a zo etre te ha me? N’e ket deuet c’hoas va heur. 5He vam a lavaraz d’ar re a oa o servicha: Grit kement a lavaro deoc’h. 6Hogen, bez’ e oa eno c’houec’h laouer vean a zerviche da burification ar Judevien, hag a iea en pep hini anezhe daou pe dri muzurad. 7Jesus a lavaraz dezhe: Kargit al laouerou‐ze a zour; hag int ho c’hargaz leun‐bar. 8Hag e lavaraz dezhe: Tennit diouthe breman, ha kassit da vestr ar fest. Hag e rejont kement‐se. 9Pa hen doe tanveet mestr ar fest an dour troet e gwin (hogen, ne ouie ket a beleac’h e teue ar gwin‐ze, mes ar zervicherien ho doa tennet an dour her gouie), e c’halvaz an ozac’h yaouank, hag e lavaraz dezhan: 10An holl a zervich da genta ar gwin mad, ha pa ho deve an dud evet kalz, neuze e servichont an hini falloc’h; mes te ec’h euz miret ar gwin mad bete vreman.
11Jesus a reaz ar c’henta miracl‐man en Cana kear a C’halile, hag e tiskouezaz he c’hloar; hag he ziskibien a gredaz enhan.
12Goude‐ze, e tiskennaz da Gapernaüm gant he vam, he vreudeur hag he ziskibien; ha na choumjont eno nemed eun neubeud deiziou; 13ha Pask ar Judevien a oa tost, ha Jesus a bignaz da Jerusalem. 14Hag e kavaz en templ ar re a verze coleou, denved ha coulmed, gant ar chenchourien arc’hant a oa azezet eno. 15Hag o veza great eur skourjez gant kerdin, e chasseaz anezhe holl er meaz euz an templ, gant an denved hag ar c’holeou; hag e strafuillaz arc’hant ar chenchourien, hag e tiskaraz ho zaoliou. 16Hag e lavaraz d’ar re a verze coulmed: Kassit an traou‐man ac’halen, ha na rit ket euz a di va Zad eun ti a varc’had. 17Neuze e teuaz sonj d’he ziskibien penaos ez eo scrivet: Ar zel euz da di hen deuz devoret ac’hanoun.
18Ar Judevien, o komz outhan, a lavaraz: Dre be seurt sin e tiskouezez deomp ec’h euz otorite da ober kement‐se? 19Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: Diskarit an templ‐man, ha me hen savo a‐nevez en tri devez. 20Ar Judevien a lavaraz dezhan: C’houec’h bloaz ha daouugent e oar bet o sevel an templ‐man, ha te a adzavo anezhan en tri devez? 21Mes euz a dempl he gorf eo e komze. 22Goude eta ma oe resussitet a‐douez ar re varo, he ziskibien a zeuaz sonj dezhe hen doa lavaret dezhe kement‐se; hag e credjont d’ar Scritur ha d’ar gomz‐ze hen doa lavaret Jesus dezhe.
23E‐pad ma edo en Jerusalem, da c’houel Pask, kalz a gredaz en he hano, o velet ar miraclou a rea. 24Mes Jesus na fizie ket enhe, rag ho anaoud a rea holl, 25ha n’hen doa ket ezom e vije rentet dezhan testeni divarben an den, rag he‐unan e ouie petra a oa ebarz an den.

Pilihan Saat Ini:

Sant Ian 2: JEN1897

Sorotan

Berbagi

Salin

None

Ingin menyimpan sorotan di semua perangkat Anda? Daftar atau masuk