YouVersion Logo
Search Icon

Sant Lucas 3

3
CHABISTR III.
1Er pempzecved bloa vez euz a amzer an impelaer Tiberius Cezar, pa oa Pons Pilat gouarner ar Jude, hag Herodes tetrark euz a C’halile, Philip he vreur, tetrark euz a Iturea hag euz a vro Trakonitis, ha Lusanias tetrark euz a Abilene, 2pa oa Annas ha Caïphas beleien vraz, ger Doue a oe adresset da Ian, mab Zakarias, ebarz an dezert.
3Hag hen a zeuaz en holl vro var‐dro d’ar Jourdan, en eur brezeg badiziant ar gonversion, evit remission ar pec’hejou; 4evel ma’z eo scrivet e levr komzou ar profet Izaias: Mouez an hini a gri en dezert: Preparit hent an Aotrou, grit eün he wenojennou. 5Pep traonien a vezo leuniet, ha pep menez ha krec’hien a vezo izelleet, an hentchou kam a vezo lakeat, eün; hag an hentchou garo a vezo great kompez; 6ha pep kig a velo silvidigez Doue.
7 Ian eta a lavare d’ar bobl a zeue evit beza badezet ganthan: Raç an aered‐viber, piou hen deuz desket deoc’h tec’hel rag ar goler da zond? 8Rentit eta frouez hag a gonven d’ar gonversion; ha n’ed it ket da lavaret enoc’h hoc’h‐unan: Ni hon euz evit tad Abraham; rag me a lavar deoc’h ec’h hell Doue sevel euz ar vein‐ze bugale da Abraham. 9Hogen, ema dija ar vouc’hal var grizien ar gwez. Pep gwezen eta ha na zoug ket a frouez mad, a ia da veza troc’het ha taolet en tan.
10Neuze ar bobl a c’houlennaz diganthan: Petra eta a raimp‐ni? 11Hen a respontaz dezhe: An neb hen deuz diou zae, ra roio d’an neb n’hen deuz hini, hag an neb hen deuz boued, ra zeui da ober ar memeus tra.
12Dond a reaz ive publicaned evit beza badezet; hag e lever‐jont dezhan: Mestr, petra a raimp‐ni? 13Hag hen a lavaraz dezhe: Na c’houlennit netra en tu‐hont d’ar pez a zo bet gourc’hemenet deoc’h. 14Ar zoudarded ive a c’houlennaz diganthan: Ha ni, petra a raimp‐ni? Hag hen a lavaraz dezhe: Na wall‐dretit den, na dromplit den, mes bezit contant euz ho pae.
15Hag evel ma oa ar bobl en gortoz, ha ma rezone an holl en ho c’halonou divarben Ian daoust ha ne oa ket hen ar C’hrist, 16Ian a gomzaz hag a lavaraz d’an holl: Evidounme a vadez ac’hanoc’h en dour; mes dond a ra unan all muioc’h galloudec eged’oun; ha n’oun ket dign da zilassa dezhan correou he voutou; hennes ho padezo er Spered‐Santel hag en tan. 17He groe a zo ganthan en he zorn, netaad a rai mad he leur, hag e tastumo ar gwiniz en he c’hreuniel; mes ar pell a lako da zevi en eun tan ha ne vougo biken.
18Ober a rea c’hoas meur a exhortation all d’ar bobl, en eur brezeg dezhe an Aviel.
19Mes Herodes an tetrark, o veza m’hen doa bet rebechou digant Ian, divarben Herodias, greg Philip he vreur, ha divarben an holl fallagriez hen doa great, 20goude an holl draou fall hen doa great, a reaz c’hoas hou‐man, lakaad a reaz teurel Ian er prizon.
21Hogen, evel ma tostae ar bobl holl evit beza badezet, Jesus a oe badezet ive; hag e‐pad ma oa o pedi, an env a zigoraz, 22hag ar Spered‐Santel a ziskennaz varnezhan gant eur c’horf henvel ouz eur goulm; hag e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: Te eo va Mab muia‐karet, en pehini ema va holl flijadur.
23Ha Jesus a oa var‐dro tregont vloaz pa gommansaz da brezeg, hag e oa evel ma credet, mab da Josef, da Heli, 24da Vatthat, da Levi, da Velchi, da Janna, da Josef, 25da Vattathias, da Amos, da Nahum, da Heli, da Nagge, 26da Vaaht, da Vattathias, da Semeï, da Josef, da Juda, 27da Johanna, da Rhesa, da Zorobabel, da Salathiel, da Neri, 28da Velchi, da Addi, da Gosam, da Elmodam, da Her, 29da Jose, da Eliezer, da Jorim, da Vatthat, da Levi, 30da Simeon, da Juda, da Josef, da Jonan, da Eliakim, 31da Velea, da Vaïnan, da Vattatha, da Nathan, da Zavid, 32da Jesse, da Obed, da Vooz, da Salmon, da Naason, 33da Aminadab, da Aram, da Esrom, da Pharez, da Juda, 34da Jacob, da Isaac, da Abraham, da Dare, da Nachor, 35da Saruch, da Ragaü, da Phaleg, da Heber, 36da Sala, da Gaïnan, da Arphaxad, da Sem, da Noe, da Lamech, 37da Vathusala, da Henoch, da Jared, da Valaleel, da Gaïnan, 38da Enos, da Seth, da Adam, mab da Zoue.

Currently Selected:

Sant Lucas 3: JEN1897

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in