Sant Lucas 2
2
CHABISTR II.
1En amzer‐ze, e oe embannet eun urz a‐berz Cezar‐Augustus, evit ma vije countet an niver euz an dud a oa var ar bed holl. 2An denombramant kenta‐zea oe great pa oa Kurenus gouarner ar Siri. 3An holl eta a iea da lakaad ho hano, pep hini en he gear he‐unan. 4Josef ive a bignaz euz a C’halile, euz a gear Nazaret, d’ar Jude, da gear David, a c’halver Bethlehem, dre ma oa euz a di hag euz a famil David, 5evit lakaad he hano gant Mari, he bried, pehini a oa dougeres.
6Hag e‐pad ma oant eno, ec’h erruaz an amzer ma tlie gwillioudi. 7Hag e c’hanaz he mab kenta‐ganet, hag e vailluraz anezhan, hag hen lekeaz en eur manjouer, rag ne oa ket a blas evithe en hostaliri.
8Hogen, bez’ e oa er vro‐ze pastored pere a choume er meziou, o tiwall ho loened e‐pad beilladennou an noz. 9Ha setu, eun eal a‐berz an Aotrou en em brezantaz dezhe, ha gloar an Aotrou a lugernaz en‐dro dezhe, hag e oant spouronet‐holl. 10Neuze an eal a lavaraz dezhe: N’ho pezet ket a aoun; rag digas a ran deoc’h eur c’helou mad, pehini a vezo eur sujet a joa vraz evit ar bobl holl; 11rag ganet eo hirio deoc’h, en kear David, eur Zalver, pehini eo ar C’hrist, an Aotrou. 12Ha setu aman eur sin deoc’h evit hen anaoud: Kavoud a reot ar bugel bihan mailluret, ha gourvezet en eur manjouer.
13Ha kerkent en em gavaz gant an eal eun niver braz euz a arme an env, o veuli Doue hag o lavaret: 14Gloar da Zoue, en huella euz an envou; peoc’h var an douar, bolontez vad e‐kenver an dud!
15Ha goude ma ho doe an elez kuiteet diouthe hag en em dennet en env, ar bastored a lavaraz an eil d’egile: Deomp eta bete Bethlehem, ha gwelomp ar pez a zo c’hoarvezet, hag a zo roet deomp da anaoud gant an Aotrou. 16Mond a rejont eta gant hast, hag e kavjont Mari, ha Josef, hag ar bugel bihan gourvezet er manjouer. 17Ha pa ho doa gwelet anezhan, e tisclerjont ar pez a oa bet lavaret dezhe divarben ar bugel‐ze.
18Hag ar re holl a glevaz kement‐se, a oa souezet braz euz ar pez a lavare ar bastored dezhe. 19Ha Mari a zalc’he sonj euz an holl draou‐ze, hag a vedite anezhe ebarz en he c’halon. 20Hag ar bastored a zistroaz, en eur c’hlorifia hag en eur veuli Doue euz an holl draou ho doa gwelet ha klevet, hervez ma oa bet lavaret dezhe.
21Pa oe deuet an eizved devez evit circonciza ar bugel, e oe hanvet JESUS, an hano a oa bet roet dezhan gant an eal, araog ma oa concevet en kov he vam.
22Ha pa oe accomplisset deiziou ho furification, hervez lezen Moises, e tougjont ar bugel da Jerusalem, evit hen prezanti d’an Aotrou, 23hervez ma’z eo scrivet el lezen an Aotrou: Pep bugel mal kenta‐ganet a vezo consacret d’an Aotrou; 24hag evit offr en sacrifis, hervez ma’z eo gourc’hemenet el lezen an Aotrou, eur c’houblad turzuneled, pe diou goulmic.
25Bez’e oa en Jerusalem unan hanvet Simeon, eun den just hag a zoujans Doue; he‐man a c’hortoze consolation Israel, hag ar Spered‐Santel a oa varnezhan. 26Discleriet e oa bet dezhan gant ar Spered‐Santel, ne varvje ket, ken hen divije gwelet ar C’hrist euz an Aotrou. 27Dond a reaz d’an templ renet gant ar Spered‐Santel; hag evel ma oa he dad hag he vam o tigas ar bugel Jesus, evit ober dezhan ar pez e oat custum hervez al lezen, 28e kemeraz anezhan etre he zivrec’h, hag e veulaz Doue, en eur lavaret:
29Breman, Aotrou, e laoskez da zervicher da guitaad en peoc’h, hervez da c’her; 30rag va daou‐lagad ho deuz gwelet da zilvidigez, 31ar zilvidigez ec’h euz preparet dirag faç an holl boblou, 32ar goulou a dle sclerijenna an nationou, hag ar gloar euz da bobl Israel.
33Ha Josef hag he vam a oa souezet euz an traou a lavaret divar he ben. 34Ha Simeon a vennigaz anezhe, hag a lavaraz da Vari he vam: Setu, ar bugel‐man a zo lakeat evit beza occasion a scandal hag a zilvidigez da galz en Israel, hag evit gouzanv controliach a‐berz an dud, 35en hevelep doare ma vezo dizoloet ar zonjezonou euz calon meur a hini; ha da ene‐te a vezo treuzet gant eur c’hleze.
36Bez’e oa ive Anna ar brofetes, merc’h da Phanuel, euz a dribu Ascer; oajet braz e oa, hag he doa bevet seiz vloaz gant he goaz, adaleg he gwerc’hted. 37Intanvez e oa, ha oajet a bevar bloaz ha pevar‐ugent, pe var dro, ha na zortie ket euz an templ, mes servicha a rea Doue er iun hag er beden noz deiz. 38Hou‐man, o veza en em gavet eno en heur‐ze, a veule ive an Aotrou, hag a gomze divarben Jesus d’an holl dud euz a Jerusalem, pere a oa o c’hortoz delivrans Israel.
39Ha goude m’ho doe great pep tra hervez lezen an Aotrou, e tistrojont en Galile, d’ho c’hear Nazaret.
40Hag ar bugel a greske hag a grenvae en spered, o veza leun a furnez; ha gras Doue a oa varnezhan.
41Hogen, he dad hag he vam a iea bep bloaz da Jerusalem, da c’houel ar Pask. 42Ha pa hen doe daouzec vloaz, e savjont da Jerusalem, evel ma oa giz ar gouel. 43Goude ma oe tremenet deiziou ar gouel, pa oant o tistrei, ar bugel Jesus a choumaz en Jerusalem; ha Josef hag he vam na ouient ket kement‐se. 44Mes, o sonjal e oa assambles gant ho c’hen‐veajourien, e valejont e‐pad eun dervez, ha goude e klaskjont anezhan etouez ho c’herent hag ho anaoudegez; 45hag o veza n’her c’havent ket, e tistrojont da Jerusalem da glask anezhan. 46Hag a‐ben tri devez, e kavjont anezhan en templ, azezet e‐kreiz an doctored, o selaou hag oc’h interroji anezhe. 47Hag ar re holl a gleve anezhan, a oa souezet euz he furnez hag euz he respontchou. 48Pa velaz he dad hag he vam anezhan, e oent souezet; hag he vam a lavaraz dezhan: Va bugel, perag ec’h euz‐te great kement‐man deomp? Setu da dad ha me hon euz da glasket gant kalz a nec’hamant. 49Hag hen a lavaraz dezhe: Perag e klaskec’h‐hu ac’hanoun? Ha na ouiec’h‐hu ket penaos eo red d’in beza occupet gant afferou va Zad? 50Mes int na gomprenjont ket ar pez a lavare dezhe.
51Goude‐ze e tiskennaz ganthe, hag e teuaz da Nazaret, hag e oa sentus outhe. Hag he vam a vire an holl draou‐ze en he c’halon.
52Ha Jesus a greske en furnez, en ment hag en gras, dirag Doue ha dirag an dud.
Currently Selected:
Sant Lucas 2: JEN1897
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.