Sant Ian 6
6
CHABISTR VI.
1Goude‐ze, Jesus a dremenaz en tu all da vor Galile, a c’halver ive mor Tiberiad.
2Hag eur foul braz a dud a heullie anezhan, rag gwelet a rent ar miraclou a rea var ar re glanv. 3Ha Jesus a bignaz var ar menez, hag ec’h azezaz eno gant he ziskibien.
4Hogen, ar Pask, gouel ar Judevien, a oa tost.
5Jesus eta, o veza savet he zaou‐lagad, hag o velet ar bobl vraz a zeue d’hen kavoud, a lavaraz da Philip: A be leac’h e prenimp‐ni bara, evit m’ho devezo an dud‐man da zebri? 6Hogen, lavaret a rea kement‐se evit hen amprouv, rag gouzoud a rea petra a dlie da ober. 7Philip a respontaz dezhan: Daou c’hant dinerad bara na vez ket awalc’h evit rei eun tam da bep hini anezhe.
8Unan euz he ziskibien, Andre, breur da Simon Per, a lavaraz dezhan: 9Bez’ ez euz aman eur c’hrennard hag a zo ganthan pemp bara heiz ha daou besk; mes petra eo an dra‐ze evit kement a dud?
10Neuze Jesus a lavaraz: Lakit an dud‐ze da azeza. Hogen bez’ e oa kalz a yeot eno. An dud eta a azezaz, en niver a bemp mil den pe var‐dro. 11Ha Jesus a gemeraz ar baraou, ha goude beza rentet grasou, e tistribuaz anezhe d’an diskibien, hag an diskibien ho distribuaz d’ar re a oa azezet; ober a rejont kement all gant ar pesked, hag ho doe kement ha ma karient. 12Goude ma ho doe bet ho gwalc’h, e lavaraz d’he ziskibien: Dastumit an tammou a zo choumet evit na ielo netra da goll. 13Ho dastum a rejont eta, hag e oe karget daouzec paner gant an tammou euz ar pemp bara heiz a oa choumet en dilerc’h ar re ho doa debret.
14Hag an dud, o velet ar miracl hen doa great Jesus, a lavare: He‐man eo en gwirionez ar profet a dlie dond er bed. 15Jesus eta oc’h anaoud e tlient dond d’he gemeret, evit hen lakaad da roue, en em dennaz adare he‐unan var ar menez.
16Pa oe deuet an abardaez, he ziskibien a ziskennaz etrezeg ar mor, 17hag, o veza antreet er vag, e felle dezhe mond en tu all d’ar mor da Gapernaüm; tenval e oa dija, ha Jesus ne oa ket deuet c’hoas d’ho c’havout. 18Dre ma oa krenv an avel, ar mor a zave he darzou. 19Mes goude m’ho doe ranviet var‐dro pemp var‐n’ugent pe tregont stad, e veljont Jesus o vale var ar mor, hag o tostaad d’ar vag; hag e oent spountet. 20Mes hen a lavaraz dezhe: Me eo, n’ho pezit ket a aoun. 21Digemer a rejont eta anezhan gant plijadur er vag, ha kerkent, ar vag en em gavaz ouz an douar da behini ez eent.
22An deiz varlerc’h, ar bobl a oa choumet en tu all d’ar mor, a velaz ne oa bet bag all e‐bed eno nemed an hini en pehini e oa eat he ziskibien, ha penaos Jesus ne oa ket eat ebarz ar vag ganthe, mes e oant eat kuit ho‐unan 23(koulskoude bagou all a oa erruet euz a Diberiad, tost d’al leac’h en pehini ho doa debret bara, goude m’hen doe an Aotrou rentet grasou); 24pa velaz eta ar bobl penaos Jesus ne oa ket eno, nag he ziskibien ken neubeud, ez ejont er bagou, hag e teujont da Gapernaüm da glask Jesus.
25Hag o veza hen kavet en tu all d’ar mor, e leverjont dezhan: Mestr, peur oud‐te en em gavet aman? 26Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran deoc’h, c’houi a glask ac’hanoun, n’e ket abalamour ma hoc’h euz gwelet miraclou, mes abalamour ma hoc’h euz debret euz ar bara, ha ma’z oc’h bet rassaziet. 27Labourit, nann evit ar boued a beris, mes evit an hini a bad beteg er vuez eternel, hag a vezo roet deoc’h gant Mab an den; rag Doue, an Tad, hen deuz merket he‐man gant he ziel.
28Lavaret a rejont eta dezhan: Petra a raimp‐ni evit accomplissa œuvrou Doue? 29Jesus a respontaz dezhe: Œuvr Doue eo, ma credfac’h en hini a zo bet digasset ganthan.
30Neuze e leverjont dezhan: Pe seurt miracl a rez‐te eta evit ma her gwelimp, ha ma credimp enoud? Pe seurt œuvr a rez‐te? 31Hon tadou ho deuz debret ar mann en dezert, hervez ma’z eo scrivet: Roet hen deuz dezhe da zebri ar bara euz an env.
32Ha Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Moises n’hen deuz ket roet deoc’h bara an env; mes va Zad a ro deoc’h ar gwir vara euz an env. 33Rag bara Doue eo an hini a zo diskennet euz an env, hag a ro ar vuez d’ar bed.
34Lavaret a rejont dezhan: Aotrou, ro deomp bepred euz ar bara‐ze.
35Ha Jesus a respontaz dezhe: Me eo ar bara a vuez; an hini a zeu d’am c’havout, n’hen devezo biken naoun, hag an hini a gred enoun n’hen devezo biken sec’hed. 36Mes hen lavaret em euz deoc’h, gwelet oc’h euz ac’hanoun, ha na gredit ket. 37Kement a ro an Tad d’in a zeuio d’am c’havoud, hag an hini a zeu d’am c’havoud na daolin ket anezhan er meaz. 38Rag me a zo diskennet euz an env, n’e ket evit ober va bolontez va‐unan, mes bolontez an hini hen deuz va digasset. 39Hogen setu aman bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset, ma ne gollin hini euz ar re hen deuz roet d’in, mes ma resussitin anezhe en deiz diveza. 40Hou‐man eo bolontez an hini hen deuz va digasset, ma teui kement hini a zell ouz ar Mab hag a gred enhan, da gaoud ar vuez eternel; ha me hen resussito en deiz diveza.
41Ar Judevien eta a vurmure a‐enep dezhan abalamour ma lavare: Me eo ar bara diskennet euz an env. 42Hag e lavarent: Ha n’e ket hennes eo Jesus, mab Josef, a behini ec’h anavezomp an tad hag ar vam? Penaos eta ec’h hell lavaret: Me a zo diskennet euz an env?
43Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: Na vurmurit ket evel‐se etrezoc’h. 44Den e‐bed na hell dond d’am c’havout, ma ne zeu an Tad pehini hen deuz va digasset d’hen lakaad da zond; ha me a resussito anezhan en deiz diveza. 45Scrivet eo er brofeted: Holl e vezint disket gant Doue. Kement hini hen deuz selaouet an Tad hag a zo bet disket ganthan, a zeu d’am c’havout. 46N’e ket m’hen defe den gwelet an Tad, nemed an hini a zeu euz a Zoue; hennes hen deuz gwelet an Tad. 47E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a gred enoun hen deuz ar vuez eternel. 48Me eo ar bara a vuez. 49Ho tadou ho deuz debret ar mann en dezert, hag ez int marvet. 50He‐man eo ar bara a zo diskennet euz an env, evit na varvo ket an hini a zebro euz anezhan. 51Me eo ar bara beo a zo diskennet euz an env; mar deu unan‐benag da zebri euz ar bara‐man, e vevo da viken; hag ar bara a roin‐me, eo va c’hig. Hen rei a rin evit buez ar bed.
52Ar Judevien a zispute eta etrezhe, en eur lavaret: Penaos ec’h hell an den‐ze rei deomp he gig da zebri? 53Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ma na zebrit ket kig Mab an den, ha ma na efit ket he voad, n’ho pezo ket ar vuez enoc’h hoc’h‐unan. 54An hini a zebr va c’hig hag a ev va goad, hen deuz ar vuez eternel; ha me hen resussito en deiz diveza. 55Rag va c’hig a zo en gwirionez eur vagadurez, ha va goad a zo en gwirionez eun evach. 56An hini a zebr va c’hig hag a ev va goad, a choum enoun, ha me enhan. 57Evel ma hen deuz an Tad, pehini a zo beo, va digasset, hag evel ma vevan dre an Tad; evel‐se ive an hini a zebr ac’hanoun, hennes a vevo dreizoun. 58He‐man co ar bara diskennet euz an env. N’e ket evel ho tadou pere ho deuz debret ar mann, hag a zo marvet; an hini a zebro ar bara‐man a vevo da viken.
59 Jesus a lavaraz an traou‐ze, pa oa o kelen er sinagog a Gapernaüm.
60Kalz euz he ziskibien, o veza klevet anezhan, a lavaraz: Ar gomz‐se a zo kaled, piou a hell selaou anezhi? 61Mes Jesus, o c’houzoud enhan he‐unan e vurmure he ziskibien var gement‐se, a lavaraz dezhe: Scandalizet oc’hhu gant an dra‐man? 62Petra eta a lavarot‐hu mar gwelit Mab an den o pignad el leac’h ma oa diagent? 63Ar spered eo a ro buez; ar c’hig na zervich da netra. Ar c’homzou a lavaran a zo spered ha buez. 64Mes bez’ ez euz en ho touez lod ha ne gredont ket. Rag Jesus a ouie adaleg ar pen‐kenta piou a oa ar re ne gredent ket, ha piou a oa an hini a dlie hen trahissa. 65Hag e lavare: Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h, den e‐bed na hell dond d’am c’havout, ma n’eo ket bet roet kement‐se dezhan gant va Zad.
66Divar neuze, meur a hini euz he ziskibien a dec’haz kuit, ha n’ez eent mui assambles ganthan.
67Jesus a lavaraz eta d’an daouzec: Ha na fell ket deoc’hhu ive mond kuit? 68Simon Per a respontaz dezhan: Aotrou, da gavoud piou ez afempni? Ganez ema komzou ar vuez eternel; 69ha ni hon euz credet, hag hon euz anavezet ez oud ar C’hrist, Mab an Doue beo. 70Jesus a respontaz dezhan: Ha n’em euz‐me ket ho choazet ho taouzec? hag unan ac’hanoc’h a zo eun diaoul. 71Hogen, euz a Judas Iscariot, mab Simon, eo e komze; rag hennes eo a dlie hen trahissa, evit‐han da veza unan euz an daouzec.
Currently Selected:
Sant Ian 6: JEN1897
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.