Ha Jesus a gemeraz ar baraou, ha goude beza rentet grasou, e tistribuaz anezhe d’an diskibien, hag an diskibien ho distribuaz d’ar re a oa azezet; ober a rejont kement all gant ar pesked, hag ho doe kement ha ma karient. Goude ma ho doe bet ho gwalc’h, e lavaraz d’he ziskibien: Dastumit an tammou a zo choumet evit na ielo netra da goll.