Romaned 16
16
Pennad 16
Saludoù da glozañ hag alioù diwezhañ
1Erbediñ a ran deoc’h Foebe hor c’hoar, diagonez eus Iliz Kenkre, 2evit ma tegemerot anezhi en Aotrou evel ma tere ouzh ar sent ha ma sikourot anezhi en holl draoù he defe ezhomm ac’hanoc’h, rak sikouret he deus meur a hini hag ivez me va-unan. 3Saludit Prisilha hag Akilaz, va c’henlabourerien e Jezuz-Krist, 4lakaet o deus en arvar o vuhez evit va hini. Ha n’eo ket me hepken a drugareka anezho, met c’hoazh holl Ilizoù ar baganed. 5Saludit ivez an Iliz a zo en o zi. Saludit Epainet va c’haret-mat, hag a zo bet ar frouezh kentañ eus Akaia evit Krist. 6Saludit Mari, kemeret he deus kalz a boan evidomp. 7Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c’herent ha va c’henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken o deus kredet e Krist araozon. 8Saludit Ampliaz, va c’haret-mat en Aotrou. 9Saludit Urban, hor c’henlabourer e Krist, ha Stakiz va c’haret-mat. 10Saludit Apellez, aprouet eo bet e Krist. Saludit ar re eus ti Aristobul. 11Saludit Herodion a zo kar din. Saludit ar re eus ti Narkiz a zo en Aotrou. 12Saludit Trifen ha Trifoz a labour evit an Aotrou. Saludit Persiz ar garet-mat, labouret he deus kalz evit an Aotrou. 13Saludit Rufuz, dibabet gant an Aotrou, hag e vamm a zo ivez va hini. 14Saludit Asinkrit, Flegon, Hermaz, Patrobaz, Hermez, hag ar vreudeur a zo ganto. 15Saludit Filolog ha Julia, Nere hag e c’hoar, hag Olimp hag an holl sent a zo ganto. 16Saludit an eil egile dre ur pok santel. Ilizoù Krist a salud ac’hanoc’h. 17Alian a ran ac’hanoc’h, breudeur, da ziwall diouzh a re a laka dizunvaniezh hag abegoù da gouezhañ a-enep ar gelennadurezh hoc’h eus desket, ha da bellaat diouto. 18Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c’hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk. 19Ho sentidigezh a zo anavezet gant an holl. Levenez am eus eta abalamour deoc’h. Met e c’hoantaan e vefec’h fur e-keñver ar mad ha glan e-keñver an droug. 20Hep dale an Doue a beoc’h a friko Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc’h! Amen. 21Timote, va c’henlabourer, Lusiuz, Jason ha Sozipater, va c’herent, a salud ac’hanoc’h. 22Me a salud ac’hanoc’h en Aotrou, me, Tersiuz, me hag am eus skrivet al lizher-mañ. 23Gaiuz, va ostiz hag hini an holl Iliz, a salud ac’hanoc’h. Erast teñzorier kêr hag ar breur Kouartuz a salud ac’hanoc’h. 24Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc’h holl! Amen. 25D’an hini a c’hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved, 26met a zo bremañ diskouezet dre skridoù ar brofeded hervez urzh an Doue peurbadus hag a zo prezeget d’an holl vroadoù evit ma sentint ouzh ar feiz, 27da Zoue, an hini fur nemetañ, ra vo ar gloar en holl gantvedoù dre Jezuz-Krist! Amen.
Currently Selected:
Romaned 16: Koad21
Highlight
Share
Copy

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in