YouVersion Logo
Search Icon

Romaned 15

15
Pennad 15
1Ni ar re greñv a dle gouzañv dinerzhded ar re zinerzh ha ne dleomp ket en em blijout ennomp hon-unan. 2Ra zeuio pep hini ac’hanomp da blijout d’e nesañ er pezh a zo mat evit e greñvadur. 3Rak Krist ivez n’eo ket en em blijet ennañ e-unan, met hervez ma’z eo skrivet: Dismegañsoù ar re a zismegañs ac’hanout a zo kouezhet warnon. 4Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c’helennadurezh, evit m’hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù. 5Ra roio deoc’h an Doue a basianted hag a frealz da gaout an hevelep santadoù etrezoc’h hervez skouer Jezuz-Krist, 6evit ma c’hellot, gant un hevelep ene hag un hevelep genoù, reiñ gloar da Zoue Tad hon Aotrou Jezuz-Krist. 7En em zegemerit eta an eil egile, evel m’en deus Krist hon degemeret, evit gloar Doue. 8Lavarout a ran eta ez eo bet Jezuz-Krist servijer an amdroc’hidi evit diskouez gwirionez Doue, evit leuniañ ar promesaoù graet d’hon tadoù 9hag evit ma teuio ar baganed da reiñ gloar da Zoue abalamour d’e drugarez, evel ma’z eo skrivet: En abeg da-se ec’h anzavin ac’hanout e-touez ar broadoù, hag e veulin da anv. 10Lavaret eo c’hoazh: Broadoù, en em laouenait gant e bobl. 11Ha c’hoazh: Broadoù, meulit holl an Aotrou, hag holl bobloù, meulit anezhañ. 12Izaia a lavar ivez: Dont a raio eus Jese ur wrizienn hag a savo da ren war ar broadoù, hag ar broadoù a espero enni. 13Ra zeuio Doue an esperañs d’ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc’h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c’halloud ar Spered-Santel.
Ministrerezh Paol
14Va breudeur, me am eus an diarvar ez oc’h leun a vadelezh, karget a bep anaoudegezh, barrek d’en em aliañ an eil egile. 15Koulskoude, breudeur, em eus skrivet deoc’h gant mui a hardizhegezh marteze, evit dihuniñ ho soñjoù, hervez ar c’hras a zo bet roet din gant Doue 16da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel. 17Ul lec’h a c’hloar am eus eta e Jezuz-Krist e-keñver ar pezh a sell ouzh traoù Doue. 18Rak ne gredfen komz eus netra ha na vefe bet graet drezon gant Krist evit degas ar baganed d’ar sentidigezh, dre ar ger ha dre an oberoù, 19dre c’halloud ar mirakloù hag ar burzhudoù, dre c’halloud Spered Doue, en hevelep doare ma em eus skuilhet dre holl Aviel Krist adalek Jeruzalem hag ar broioù nesañ betek Illiria. 20Kemeret em eus ar garg da brezeg an Aviel e-lec’h na oa ket bet Krist anvet, evit tremen hep sevel war an diazez en dije unan all lakaet, 21hervez ma’z eo skrivet: Ar re na oa ket bet prezeget dezho a welo, hag ar re n’o doa ket klevet komz anezhañ a gompreno. 22Kement-se eo en deus miret ouzhin alies na’z ajen d’ho kavout. 23Met bremañ, evel n’eus netra ken o terc’hel ac’hanon er vro-mañ ha ma em eus ur c’hoant bras d’ho kwelout abaoe meur a vloavezh, 24ez in d’ho kavout pa’z in da Vro-Spagn. Evel-se em eus spi da welout ac’hanoc’h en ur dremen ha da vezañ ambrouget ganeoc’h en hent war-zu eno, goude ma em bo bet ar plijadur da vezañ un tammig ganeoc’h. 25Met bremañ ez an da Jeruzalem da sikour ar sent. 26Rak falvezet eo bet d’ar re eus Makedonia hag eus Akaia reiñ lod eus o madoù evit peorien a zo e-touez sent Jeruzalem. 27Plijet eo bet ganto hag, evit gwir, dleourien e oant ivez dezho, rak mar o deus bet ar baganed lod en o madoù speredel, e tleont ivez reiñ dezho lod eus o madoù douarel. 28Goude eta ma em bo echuet kement-se ha ma em bo roet dezho gant fealded ar sikour-se, ez in da Vro-Spagn, o tremen e-biou deoc’h. 29Gouzout a ran penaos pa’z in d’ho kavout, e teuin gant leunder bennozhioù Aviel Krist. 30Ho pediñ a ran start eta, breudeur, dre hon Aotrou Jezuz-Krist ha dre garantez ar Spered, ma vrezelot ganin er pedennoù a reot da Zoue evidon, 31evit ma vin dieubet diouzh diskrederien Judea ha ma vo va servij e Jeruzalem degemeret mat gant ar sent, 32en hevelep doare ma’z in d’ho kavout gant levenez, dre volontez Doue, ha ma tiskuizhin en ho touez. 33Ra vo an Doue a beoc’h ganeoc’h holl! Amen.

Currently Selected:

Romaned 15: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in