1 Korintiz 1
1
Pennad 1
1Paol, galvet da vezañ abostol eus Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Sosten, 2da Iliz Doue a zo e Korint, d’ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c’halv e pelec’h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini: 3Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Trugarekadenn
4Trugarekaat a ran va Doue dalc’hmat evidoc’h, abalamour d’ar c’hras en deus Doue roet deoc’h e Jezuz-Krist, 5dre ma’z oc’h bet pinvidikaet ennañ e pep doare, e kement a sell ouzh ar gomz hag ouzh an anaoudegezh, 6hervez ma’z eo bet testeni Krist startaet ennoc’h, 7en hevelep doare ma ne vank donezon ebet deoc’h-c’hwi hag a c’hortoz emziskouez hon Aotrou Jezuz-Krist. 8Ho kreñvaat a raio ivez betek ar fin, evit ma viot divlam e deiz hon Aotrou Jezuz-Krist. 9Doue a zo feal, drezañ oc’h bet galvet da genunvaniezh e Vab Jezuz-Krist hon Aotrou.
Dizunvaniezh en Iliz
10Ho pediñ a ran, breudeur, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist, da zerc’hel holl an hevelep komzoù ha da ziwall na vefe ket a zizunvaniezh etrezoc’h, met da vezañ unanet en un hevelep soñj hag en un hevelep mennozh. 11Rak diwar ho penn, va breudeur, roet eo bet din da anavezout gant ar re eus ti Kloe ez eus tabutoù en ho touez. 12Fellout a ra din lavarout penaos, en ho touez, pep hini a lavar: Me a zo da Baol! Ha me da Apolloz! Ha me da Gefaz! Ha me da Grist! 13Krist, ha lodennet eo? Paol, ha kroazstaget eo bet evidoc’h? Pe badezet oc’h bet en anv Paol? 14Trugarekaat a ran Doue abalamour ma ne’m eus badezet hini ac’hanoc’h, nemet Krispuz ha Gaiuz, 15evit na lavaro den em eus badezet em anv. 16Badezet em eus c’hoazh tiegezh Stefanaz. Met a-hend-all, n’ouzon ket hag em befe badezet c’hoazh unan all bennak.
Ar Furnez
17Rak n’eo ket evit badeziñ en deus Krist va c’haset, met evit prezeg an Aviel, nann gant furnez ar gomz, evit na vefe ket rentet didalvoud kroaz Krist. 18Rak prezeg ar groaz a zo ur follentez evit ar re a ya da goll, met evit ar re a zo salvet, da lavarout eo evidomp, eo galloud Doue. 19Evel-se eo skrivet: Distrujañ a rin furnez ar re fur, ha kas a rin da netra skiant ar re skiantek. 20Pelec’h emañ an den fur? Pelec’h emañ ar skrib? Pelec’h emañ tabuter ar c’hantved-mañ? Doue, ha n’en deus ket troet e follentez furnez ar bed-mañ? 21Rak evel ma n’en deus ket ar bed, dre ar furnez-se, anavezet Doue e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue salviñ ar gredourien dre follentez ar prezeg. 22E-pad ma c’houlenn ar Yuzevien mirakloù ha ma klask ar C’hresianed ar furnez, 23ni a brezeg Krist kroazstaget, abeg da gouezhañ evit ar Yuzevien ha follentez evit ar C’hresianed, 24met evit ar re a zo galvet, kement ar Yuzevien evel ar C’hresianed, Krist a zo galloud Doue ha furnez Doue. 25Rak follentez Doue a zo furoc’h eget an dud, ha dinerzhded Doue a zo kreñvoc’h eget an dud. 26Eveshait, breudeur, penaos en ho touez c’hwi hag a zo bet galvet, n’eus ket kalz a dud fur hervez ar c’hig, na kalz a dud galloudek, na kalz a dud nobl. 27Met Doue en deus dibabet an traoù foll eus ar bed evit mezhekaat ar re fur, Doue en deus dibabet an traoù dister eus ar bed evit mezhekaat ar re nerzhus, 28ha Doue en deus dibabet an traoù displed eus ar bed, ar muiañ disprizet hag ar re n’emaint ket, evit kas da netra ar re a zo, 29evit na denno gloar kig ebet dirak Doue. 30Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur, 31evit, evel ma’z eo skrivet: Ma tenno gloar en Aotrou an hini a denn gloar.
Currently Selected:
1 Korintiz 1: Koad21
Highlight
Share
Copy

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in