YouVersion Logo
Search Icon

Lukaz 4

4
Pennad 4
Temptadur Jezuz
1Jezuz, leuniet eus ar Spered-Santel, a zistroas eus ar Jordan hag a voe kaset gant ar Spered el lec’h distro; 2eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh. Ne zebras netra e-pad an deizioù-se ha, goude ma voent tremenet, en doa naon. 3Neuze an diaoul a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc’hemenn d’ar maen-mañ dont da vezañ bara. 4Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus Doue. 5An diaoul en kasas war ur menez uhel, a ziskouezas dezhañ en un taol holl rouantelezhioù ar bed, 6hag a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit an holl c’halloud-se ha gloar ar rouantelezhioù-se, rak roet eo bet din hag e roan anezhañ da neb a fell din. 7Mar daoulinez eta dirazon, dit e vo en e bezh. 8Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji. 9Kas a reas anezhañ ivez da Jeruzalem, hag e lakaas anezhañ war lein an templ, hag e lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol ac’hann d’an traoñ, rak skrivet eo: 10Gourc’hemenn a raio d’e aeled kaout evezh ouzhit evit da ziwall, 11hag e tougint ac’hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak. 12Jezuz a respontas dezhañ: Lavaret eo: Ne dempti ket an Aotrou da Zoue. 13An diaoul, o vezañ echuet an holl demptadur, en em dennas dioutañ evit un amzer.
Jezuz dianzavet e Nazared
14Jezuz a zistroas da C’halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro. 15Kelenn a rae en o sinagogennoù hag e oa enoret gant an holl. 16Jezuz a zeuas da Nazared e-lec’h ma oa bet savet hag a yeas, hervez e c’hiz, er sinagogenn d’an deiz sabad. Sevel a reas evit lenn. 17Roet e voe dezhañ levr ar profed Izaia. O vezañ displeget al levr, e kavas al lec’h ma oa skrivet ennañ: 18Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c’heloù mat d’ar beorien. Kaset en deus ac’hanon da yac’haat ar re o deus ar c’halon flastret, da embann an dieubidigezh d’ar re zalc’het ha distro ar gweled d’ar re dall, da gas diere ar re gwasket, 19da embann bloavezh trugarezus an Aotrou. 20Goude bezañ pleget al levr hag e roet d’ar servijer, ec’h azezas. Daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outañ. 21Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Hiziv eo peurc’hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur hoc’h eus klevet 22An holl a roas testeni dezhañ hag a voe souezhet eus ar c’homzoù a c’hras a zeue eus e c’henoù, hag e lavarjont: Ha n’eo ket hemañ mab Jozef? 23Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c’hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac’ha da-unan. Gra ivez amañ, en da vro, kement hon eus klevet ac’h eus graet e Kafarnaoum. 24Met e lavaras: Me a lavar deoc’h e gwirionez, profed ebet n’eo degemeret mat en e vro. 25Me a lavar deoc’h e gwirionez, bez’ e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c’hwec’h miz ha pa c’hoarvezas un naonegezh vras dre an holl vro. 26Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho, nemet da di un intañvez eus Sarepta e bro Sidon. 27Bez’ e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer ar profed Elizea. Koulskoude hini anezho ne oa glanaet, nemet Naaman ar Siriad. 28Ar re holl a oa er sinagogenn, o klevout kement-se, a yeas droug enno. 29O vezañ savet, e kasjont anezhañ kuit eus ar gêr hag e lakajont anezhañ war lein ar menez ma oa savet o c’hêr warnañ, evit e deurel d’an traoñ. 30Met eñ, o tremen dre o c’hreiz, a yeas kuit.
Jezuz a gas ur spered hudur kuit
31Hag e tiskennas da Gafarnaoum, kêr eus Galilea, hag e kelenne anezho d’an deizioù sabad. 32Souezhet e oant eus e gelennadurezh, rak komz a rae gant galloud. 33Bez’ e oa er sinagogenn un den dalc’het gant ur spered a ziaoul hudur hag a grias gant ur vouezh uhel: 34A! Petra a zo etre ni ha te, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c’holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue. 35Jezuz a c’hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav ha kae er-maez anezhañ. An diaoul, o vezañ e stlapet er c’hreiz, a yeas kuit anezhañ hep ober droug ebet dezhañ. 36Spontet e voent holl hag e lavarjont an eil d’egile: Petra eo ar ger-mañ? Gourc’hemenn a ra gant galloud ha nerzh d’ar speredoù hudur hag ez eont kuit! 37Hag ar vrud anezhañ a yeas e pep lec’h er vro tro-war-dro.
Jezuz a yac’ha mamm-gaer Simon
38O vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, eñ a yeas e ti Simon. Mamm-gaer Simon he doa ur gwall derzhienn hag e pedjont anezhañ eviti. 39O vezañ en e sav a-us dezhi, e c’hourc’hemennas d’an derzhienn, hag ez eas kuit diouti. Hi a savas raktal hag a servijas anezho.
Jezuz a yac’ha klañvourien e-leizh
40Pa voe kuzhet an heol, ar re holl o doa re glañv dalc’het gant meur a gleñvedoù o degasas dezhañ. Eñ a lakaas e zaouarn war bep hini anezho hag o yac’haas. 41An diaouled ivez a yae er-maez eus kalz a dud, o krial hag o lavarout: Te eo ar C’hrist, Mab Doue. Met eñ o gourdrouzas ha ne lezas ket anezho da gomz, dre ma ouient e oa ar C’hrist. 42Adalek ma teuas an deiz, ez eas er-maez d’ul lec’h distro. Ur bobl vras en klaskas hag a zeuas betek ennañ; hag e c’hoantajont en derc’hel evit n’o c’huitaje ket. 43Met eñ a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg Aviel rouantelezh Doue d’ar c’hêrioù all, rak evit-se eo ez on bet kaset. 44Hag e prezege e sinagogennoù Galilea.

Currently Selected:

Lukaz 4: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in