YouVersion Logo
Search Icon

Lukaz 3

3
Pennad 3
PrezegennoĂą Yann-Vadezour
1Ar bemzekvet bloavezh eus ren Tiberiuz-Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarnour Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha bro Drakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen, 2dindan belegiezh veur Annaz ha Kaifaz, ger Doue a voe kaset da Yann, mab Zakaria, el lec’h distro. 3Dont a reas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec’hedoù, 4evel ma’z eo skrivet e levr lavarioù ar profed Izaia: Mouezh an hini a gri el lec’h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoù, 5pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha krec’hienn a vo izelaet, ar pezh a zo gwariet a vo eeunaet, an hentoù torgennek a vo kompezet, 6ha pep kig a welo silvidigezh Doue. 7Lavarout a rae eta d’ar bobl a zeue evit bezañ badezet gantañ: Lignez a naered-wiber, piv en deus desket deoc’h tec’hout diouzh ar gounnar da zont? 8Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh, ha n’en em lakait ket da lavarout ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham. 9Ar vouc’hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezañ troc’het ha taolet en tan. 10Ar bobl a c’houlennas digantañ: Petra a raimp eta? 11Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant ra roio unan d’an hini n’en deus ket, hag an neb en deus boued ra zeuio d’ober an hevelep tra. 12Dont a reas ivez publikaned evit bezañ badezet hag e lavarjont dezhañ: Mestr, petra a raimp? 13Eñ a lavaras dezho: Na c’houlennit netra en tu-hont d’ar pezh a zo gourc’hemennet deoc’h. 14Soudarded a c’houlennas ivez digantañ: Ha ni, petra a raimp? Eñ a lavaras dezho: Na wallgasit den ha na damallit den e gaou, met tremenit gant ho pae. 15Evel ma oa ar bobl o c’hortoz ha ma c’houlenne an holl en o c’halon hag eñ ne oa ket Yann ar C’hrist, 16Yann en em lakaas da lavarout d’an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc’h egedon, ha n’on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan. 17E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket. 18Eñ a lavare c’hoazh meur a gelennadurezh all d’ar bobl o prezeg dezho an Aviel. 19Met Herodez an tetrark, o vezañ bet tamallet gantañ diwar-benn Herodiaz gwreg Filip e vreur, ha diwar-benn an holl draoù fall en doa graet, 20a reas goude an holl re all an hini da lakaat Yann er prizon.
Badeziant Jezuz
21Evel ma rae an holl bobl en em vadeziñ gantañ, Jezuz a voe ivez badezet. Hag e-pad ma pede, an neñv a zigoras 22hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c’horf, evel hini ur goulm. Hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
Lignez Jezuz
23Jezuz a oa oadet war-dro tregont vloaz p’en em lakaas da brezeg, hag e oa evel ma kreded, mab da Jozef, da Heli, 24da Vatat, da Levi, da Velki, da Jannai, da Jozef, 25da Vatatiaz, da Amoz, da Nahum, da Esli, da Naggai, 26da Vaaz, da Vatatiaz, da Semein, da Jozef, da Juda, 27da Joanan, da Resa, da Zorobabel, da Salatiel, da Neri, 28da Velki, da Addi, da Gosam, da Elmodam, da Er, 29da Joze, da Eliezer, da Jorim, da Vatat, da Levi, 30da Simeon, da Juda, da Jozef, da Jonan, da Eliakim, 31da Velea, da Vainan, da Vatata, da Natan, da Zavid, 32da Jese, da Obed, da Vooz, da Salmon, da Naason, 33da Aminadab, da Aram, da Ezrom, da Farez, da Juda, 34da Jakob, da Izaak, da Abraham, da Dara, da Nakor, 35da Seruk, da Ragav, da Faleg, da Eber, da Sala, 36da Gainam, da Arfaksad, da Sem, da Noe, da Lamek, 37da Vatuzala, da Enok, da Jared, da Valeleel, da Gainan, 38da Enoz, da Sed, da Adam, da Zoue.

Currently Selected:

Lukaz 3: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in