YouVersion Logo
Search Icon

Lukaz 2

2
Pennad 2
Ganedigezh Jezuz
1En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl. 2Ar gont kentañ-se a voe graet e-pad ma oa Kiriniuz gouarnour Siria. 3An holl eta a yae evit lakaat o anv, pep hini en e gêr e-unan. 4Jozef ivez a bignas eus Galilea da Judea, eus kêr Nazared da gêr David anvet Betlehem, dre ma oa eus tiegezh hag eus familh David, 5evit lakaat e anv gant Mari e wreg, a oa dougerez. 6E-pad ma oant eno, an amzer ma tlee gwilioudiñ a erruas, 7hag e c’hanas he mab kentañ-ganet. Hag, o vezañ e vailhuret, e lakaas anezhañ en ur c’hraou, rak ne oa ket lec’h evito en ostaleri. 8Bez’ e oa en hevelep korn-bro mesaerien a gouske er parkeier hag a ziwalle o loened e-pad beilhadennoù an noz. 9Setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en-dro dezho; hag o doe ur spont bras. 10An ael a lavaras dezho: N’ho pet ket aon, rak setu, e tegasan deoc’h ur c’heloù mat hag a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl. 11Rak ganet eo bet hiziv deoc’h e kêr David ur Salver, ar C’hrist hag an Aotrou eo. 12Kement-mañ a vo ar sin deoc’h: kavout a reot ar bugel bihan mailhuret ha gourvezet en ur c’hraou. 13Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an neñv, o veuliñ Doue hag o lavarout: 14Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud! 15Pa voe en em dennet an aeled diganto en neñv, ar vesaerien a lavaras an eil d’egile: Deomp eta betek Betlehem ha gwelomp ar pezh a zo c’hoarvezet hag en deus an Aotrou roet da anavezout deomp. 16Mont a rejont eta buan di hag e kavjont Mari ha Jozef, hag ar bugel bihan a oa gourvezet er c’hraou. 17O vezañ e welet, e kontjont d’an holl ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel bihan-se. 18Ar re holl o c’hlevas a voe souezhet bras eus ar pezh a oa lavaret dezho gant ar vesaerien. 19Mari a vire an holl draoù-se, o prederiañ anezho en he c’halon. 20Hag ar vesaerien a zistroas, en ur reiñ gloar ha meuleudi da Zoue evit kement o doa klevet ha gwelet, hervez ma oa bet lavaret dezho.
Jezuz kinniget en templ
21Pa voe deuet an eizhvet devezh evit amdroc’hañ ar bugel, e voe galvet Jezuz, anv a oa bet roet dezhañ gant an ael a-raok ma oa koñsevet er c’hof. 22Ha pa voe deuet, hervez lezenn Moizez, an deizioù dezhi da vezañ glanaet, e tegasjont anezhañ da Jeruzalem evit e ginnig d’an Aotrou, 23hervez ma’z eo skrivet e lezenn an Aotrou: Pep paotr kentañ-ganet a vo gouestlet da Zoue, 24hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled pe ziv goulmig. 25Setu, e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon. An den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel hag ar Spered-Santel a oa warnañ. 26Disklêriet e oa bet dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel na varvje ket a-raok m’en dije gwelet Krist an Aotrou. 27Dont a reas en templ kaset gant ar Spered. Evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz evit ober en e geñver hervez giz al lezenn, 28e kemeras anezhañ etre e zivrec’h hag e veulas Doue, o lavarout: 29Aotrou, laosk bremañ da servijer da vont e peoc’h hervez da c’her, 30rak va daoulagad o deus gwelet da silvidigezh 31ac’h eus prientet dirak an holl bobloù, 32ar sklêrijenn a dle sklaeriañ ar vroadoù ha gloar da bobl Israel. 33Jozef hag e vamm a oa souezhet eus an traoù a lavared anezhañ. 34Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh. 35Ya, hag evidout-te ur c’hleze a dreuzo da ene. Soñjezonoù meur a galon a vo dizoloet. 36Bez’ e oa ivez eno Anna ar brofedez, merc’h Fanuel, eus meuriad Aser. Oadet bras e oa hag he doa bevet gant he fried seizh vloaz abaoe he gwerc’hded. 37Chomet e oa intañvez, hag e oa oadet a bevar bloaz ha pevar ugent pe war-dro. N’ae ket er-maez eus an templ, o servijañ Doue noz-deiz er yunoù hag er pedennoù. 38O vezañ deuet d’an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou hag e komze diwar e benn ouzh an holl dud a c’hortoze an daspren e Jeruzalem. 39Goude m’o doe graet pep tra hervez lezenn an Aotrou, e tistrojont e Galilea, d’o c’hêr Nazared. 40Ar bugel a greske hag en em nerzhe e spered, o vezañ leuniet a furnez, ha gras Doue a oa warnañ.
Jezuz en templ, pa voe deuet d’e zaouzek vloaz
41E dud a yae bep bloaz da Jeruzalem da c’houel ar Pask. 42P’en doe daouzek vloaz, e pignjont da Jeruzalem hervez giz ar gouel. 43Pa voe an deizioù tremenet hag evel ma tistroent ac’hane, ar bugel Jezuz a chomas e Jeruzalem. Jozef hag e vamm n’anaveze ket-se. 44O soñjal e oa asambles gant o c’henveajourien, e kerzhjont e-pad un devezh, ha goude e klaskjont anezhañ e-touez o c’herent hag ar re eus o anaoudegezh. 45Hag o vezañ n’en kavjont ket, e tistrojont da Jeruzalem da glask anezhañ. 46A-benn tri devezh e kavjont anezhañ en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc’h ober goulennoù outo. 47Kement hini a gleve anezhañ a oa souezhet eus e glevidigezh hag e respontoù. 48Pa weljont anezhañ, e voent souezhet, hag e vamm a lavaras dezhañ: Va bugel, perak ec’h eus graet evel-se deomp? Setu, da dad ha me a glaske ac’hanout gant glac’har. 49Eñ a lavaras dezho: Perak em c’hlaskec’h? Ha n’ouiec’h ket eo ret din en em reiñ d’ar pezh a sell ouzh va Zad? 50Ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho. 51Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoù-se en he c’halon. 52Jezuz a greske e furnez, e ment hag e gras, dirak Doue ha dirak an dud.

Currently Selected:

Lukaz 2: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in