YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 17

17
Pennad 17
Doue a cheñch anvioù Abram ha Sarai
1Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.
2Diazezañ a rin va emglev etrezon-me ha te, hag e kreskin ac'hanout kalz-meurbet.
3Abram a gouezhas war e zremm ha Doue a gomzas outañ, o lavarout:
4Me eo, setu va emglev a zo ganit; te a zeuio tad da un engroez a vroadoĂą.
5Ne vi ken galvet Abram, met da anv a vo Abraham, rak da lakaat a ran tad da un engroez a vroadoĂą.
6Me a lakaio ac'hanout da vezañ frouezhus kalz-meurbet, hag e rin ac'hanout broadoù; rouaned a zeuio ac'hanout.
7Diazezañ a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù, evit bezañ un emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c'houde.
8Reiñ a rin dit ha da'z lignez da c'houde ar vro m'emaout o chom enni, holl vro Ganaan, evit he c'haout da viken, hag e vin o Doue.
9Doue a lavaras da Abraham: Te a viro va emglev, te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoĂą.
10Setu va emglev a virot, hag a vo etrezon-me ha c'hwi ha da lignez da c'houde: ma vo pep par en ho touez amdroc'het.
11Amdroc'het e viot en ho kig, ha kement-se a vo arouez an emglev etrezon-me ha c'hwi.
12En oad a eizh deiz, pep par a vo amdroc'het en ho touez a-hed ho rummoĂą, kenkoulz an hini a zo ganet en ti, evel an hini prenet gant arc'hant digant un diavaeziad bennak na vo ket eus da ouenn.
13Ne vanki ket d'amdroc'hañ an hini a zo ganet ez ti hag an hini a zo prenet gant da arc'hant, ha va emglev a vo en ho kig un emglev peurbadus.
14Ar par diamdroc'h, an hini na vo ket bet amdroc'het en e gig, a vo lamet a-douez e bobl: torret en deus va emglev.
15Doue a lavaras da Abraham: Diwar-benn Sarai da wreg, ne c'halvi ket hec'h anv Sarai, met Sara e vo hec'h anv.
16Me he bennigo, ha zoken e roin ur mab dit diouti. He bennigañ a rin hag e teuio da vezañ broadoù. Rouaned pobloù a zeuio diouti.
17Abraham a gouezhas war e zremm. Neuze e c'hoarzhas hag e lavaras en e galon: Ha genel a rafe ur bugel d'un den en oad a gant vloaz? Ha Sara en oad a zek vloaz ha pevar-ugent, ha genel a rafe?
18Hag Abraham a lavaras da Zoue: Ra c'hello Ismael bevañ dirazout!
19Doue a lavaras: A-dra-sur, Sara da wreg a c'hano ur mab dit hag e c'hlavi anezhañ Izaak. Diazezañ a rin va emglev gantañ, un emglev peurbadus evit e lignez war e lerc'h.
20Da selaou a ran diwar-benn Ismael. Setu, e vennigan anezhañ hag e lakain anezhañ da vezañ frouezhus ha da greskiñ kalz-meurbet, tad e vo da zaouzek priñs, hag e rin anezhañ ur vroad vras.
21Met va emglev a ziazezan gant Izaak, an hini a c'hano Sara dit d'an amzer-mañ er bloaz nesañ.
22P'en doe echuet da gomz gantañ, Doue a bignas a-gichen Abraham.
23Abraham a gemeras Ismael e vab, ar re holl a oa bet ganet en e di hag ar re holl en doa prenet gant e arc'hant, an holl bared a oa e-touez tud e di, hag ec'h amdroc'has o c'hig an deiz-se memes, evel m'en doa lavaret Doue.
24Abraham a oa en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent pa voe amdroc'het.
25Ismael e vab a oa en oad a drizek vloaz pa voe amdroc'het.
26Abraham hag Ismael e vab a voe amdroc'het d'an deiz-se.
27Holl dud e di, ar re a oa bet ganet en e di hag ar re a oa bet prenet gant arc'hant digant an diavaezidi, a voe amdroc'het gantañ.

Currently Selected:

Geneliezh 17: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in