En oad a eizh deiz, pep par a vo amdroc'het en ho touez a-hed ho rummoù, kenkoulz an hini a zo ganet en ti, evel an hini prenet gant arc'hant digant un diavaeziad bennak na vo ket eus da ouenn.
Ne vanki ket d'amdroc'hañ an hini a zo ganet ez ti hag an hini a zo prenet gant da arc'hant, ha va emglev a vo en ho kig un emglev peurbadus.