YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 16

16
Pennad 16
Sarai hag Agar
1Sarai gwreg Abram n'he doa ket roet bugale dezhañ. Bez' he doa ur vatezh Ejipsianez anvet Agar.
2Sarai a lavaras da Abram: Setu, an AOTROU en deus va lakaet gaonac'h. Kae, me az ped, etrezek va matezh, marteze em bo bugale drezi. Abram a sentas ouzh mouezh Sarai.
3Sarai gwreg Abram a gemeras Agar an Ejipsianez, he matezh, hag a roas anezhi da wreg da Abram he fried, goude m'en doe chomet dek vloaz e bro Ganaan.
4Mont a reas eta da gavout Agar, hag e koñsevas. Pa welas he doa koñsevet, e tisprizas he mestrez.
5Neuze Sarai a lavaras da Abram: An dismegañs a zo graet din a gouezh warnout. Lakaet em eus va matezh ez pruched, ha pa he deus gwelet he doa koñsevet, e tisprizas ac'hanon. Ra varno an AOTROU etre me ha te!
6Abram a respontas da Sarai: Setu, da vatezh a zo etre da zaouarn, gra dezhi evel ma plijo ganit. Sarai a wallgasas anezhi, hag e tec'has kuit azirazi.
7Ael an AOTROU he c'havas e-kichen ur vammenn-dour er gouelec'h, an hini a zo war hent Shur.
8Lavarout a reas: Agar matezh Sarai, a-belec'h e teuez ha da belec'h emaout o vont? Respont a reas: Tec'hout a ran a-zirak Sarai va mestrez.
9Ael an AOTROU a lavaras: Kae en-dro da gavout da vestrez hag en em izela dindani.
10Ael an AOTROU a lavaras: Me a gresko kement da lignez ken na c'hellor ket he c'hontañ, ken niverus e vo.
11Ael an AOTROU a lavaras: Setu, te a zo brazez hag e c'hani ur mab hag e c'halvi anezhañ Ismael, rak Doue en deus da glevet e-barzh da c'hlac'har.
12Heñvel e vo ouzh un azen gouez, e zorn a vo a-enep an holl ha dorn an holl a-enep dezhañ, hag e vo o chom dirak e vreudeur.
13Hi a c'halvas anv an AOTROU en doa komzet outi: Ata-El-Roi#16:13 = te eo an Doue am gwel. Rak lavarout a reas: Ha ne'm eus ket zoken amañ gwelet an hini am gwele?
14Setu perak e voe galvet ar puñs-se, Beer-Lahai-Roi#16:14 = puñs an hini a vev hag am gwel. Emañ etre Kadesh ha Bered.
15Agar a c'hanas ur mab da Abram, hag Abram a c'halvas ar mab he doa Agar ganet dezhañ Ismael.
16Abram a oa en oad a c'hwec'h vloaz ha pevar-ugent pa c'hanas Agar Ismael dezhañ.

Currently Selected:

Geneliezh 16: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in