1
Tit 2:11-12
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Rak gras Doue a ro ar silvidigezh a zo en em ziskouezet d’an holl dud, hag e kelenn ac’hanomp da zinac’h dizoujañs-Doue ha droukc’hoantoù ar bed, da vevañ er c’hantved-mañ gant poell, reizhder ha doujañs-Doue
Compare
Explore Tit 2:11-12
2
Tit 2:13-14
o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist, a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.
Explore Tit 2:13-14
3
Tit 2:7-8
ro da-unan en holl draoù skouer an oberoù mat, er gelennadurezh, er burentez, er siriusted, en onestiz, en ur ger yac’h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n’o devo droug ebet da lavarout ac’hanoc’h.
Explore Tit 2:7-8
Home
Bible
Plans
Videos