Met pa’z eo en em ziskouezet madelezh Doue hor Salver hag e garantez evit an dud, en deus hor salvet, nann abalamour d’an oberoù a reizhder hor bije graet, met hervez e drugarez, dre walc’hadenn an eil c’hinivelezh ha dre nevezidigezh ar Spered-Santel, en deus skuilhet gant pinvidigezh warnomp dre Jezuz-Krist hor Salver, evit, o vezañ reishaet dre e c’hras, ma vijemp heritourien hervez esperañs ar vuhez peurbadus.