YouVersion Logo
Search Icon

Tit 2

2
Pennad 2
Traoù da gelenn d’ar gristenien
1Te, lavar an traoù a zo hervez ar gelennadurezh vat, 2ra vo ar re oadet poellek, dereat, diazez, yac’h er feiz, er garantez, er basianted, 3ra o devo ivez ar gwragez oadet an diavaez a zere ouzh ar santelezh, ra ne vint na droukkomzerezed, na re dechet d’ar gwin, ra gelennint ar mad, 4evit ma teskint d’ar re yaouank karout o ezhec’h hag o bugale, 5bezañ diazez, diorged, aketus en o zi, mat, sentus ouzh o ezhec’h, evit na vo ket droukkomzet a-enep ger Doue. 6Ali en hevelep doare an dud yaouank da vezañ diazez, 7ro da-unan en holl draoù skouer an oberoù mat, er gelennadurezh, er burentez, er siriusted, en onestiz, 8en ur ger yac’h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n’o devo droug ebet da lavarout ac’hanoc’h. 9Ali ar vevelien da vezañ sentus ouzh o mestroù, da blijout dezho en holl draoù, hep bezañ dislavarerien, 10da laerezh netra, met da ziskouez ur fealded leun, evit lakaat da enoriñ en holl draoù kelennadurezh Doue hor Salver. 11Rak gras Doue a ro ar silvidigezh a zo en em ziskouezet d’an holl dud, 12hag e kelenn ac’hanomp da zinac’h dizoujañs-Doue ha droukc’hoantoù ar bed, da vevañ er c’hantved-mañ gant poell, reizhder ha doujañs-Doue, 13o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist, 14a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat. 15Lavar an traoù-mañ, ali, gourdrouz gant ur gwir c’halloud. Ra ne zisprizo den ac’hanout.

Currently Selected:

Tit 2: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in