Met mar d-eo lamet kuit hiniennoù eus ar brankoù, ha mar d-out-te, olivezenn gouez, bet imboudet en o lec’h ha deuet da gaout lod e gwrizienn hag e chug an olivezenn, na zenn ket gloar diwar goust ar brankoù-se. Mar tennez gloar, anavez penaos n’eo ket te a zoug ar wrizienn, met ar wrizienn eo an hini a zoug ac’hanout.