Romaned 11
11
Pennad 11
1Me a lavar eta: Hag en deus Doue taolet kuit e bobl? N’eo ket! Rak me a zo va-unan Israelat, eus lignez Abraham, eus meuriad Benjamin. 2Doue n’en deus ket taolet kuit e bobl anavezet a-ziagent gantañ. Ha n’ouzoc’h ket ar pezh a lavar ar Skritur diwar-benn Elia, penaos en em glemmas da Zoue a-enep Israel? 3Aotrou, lazhet o deus da brofeded, diskaret o deus da aoterioù, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va lazhañ. 4Met peseurt respont a reas Doue dezhañ? Miret em eus din seizh mil den n’o deus ket pleget o glin dirak Baal. 5Bez’ ez eus ivez eta en amzerioù-mañ un nemorant a zo bet miret hervez dibaberezh ar c’hras. 6Hogen mar d-eo dre c’hras, n’eo mui dre an oberoù, anez ar c’hras ne vije mui ur c’hras. Met mar d-eo dre an oberoù, n’eo mui ur c’hras, anez an oberoù ne vijent mui oberoù. 7Petra eta? Ar pezh a glaske Israel n’eo ket bet kavet gantañ, met ar re zibabet o deus henn kavet, hag ar re all a zo bet kaledet, 8hervez ma’z eo skrivet: Doue en deus roet dezho betek an devezh-mañ ur spered a vorgousk, daoulagad ha ne welont ket, divskouarn ha ne glevont ket. 9Ha David a lavar: Ra vo o zaol dezho ur roued, ur pech, un abeg da gouezhañ, hag o faeamant, 10ra vo o daoulagad teñvalaet evit na welint ket, ha ra vo o c’hein daoubleget da viken.
Distaol Israel evit adunvanidigezh ar bed
11Me a lavar eta: Ha strebotet o deus evit kouezhañ? N’eo ket! Met ar silvidigezh a zo deuet d’ar baganed dre o lamm, evit lakaat ar warizi da sevel enno. 12Met mar d-eo bet o lamm pinvidigezh ar bed hag o bihander pinvidigezh ar baganed, pegement mui e vo o distro holl. 13Me a lavar deoc’h-c’hwi, paganed: O vezañ abostol ar baganed, e roan gloar da’m ministrerezh, 14o klask hegasiñ, mar gellan, gwarizi ar re eus va c’hig ha salviñ hiniennoù anezho. 15Rak, mar d-eo bet o distaol adunvanidigezh ar bed, petra a vo o adgalvidigezh, nemet ur vuhez a-douez ar re varv? 16Mar d-eo ar frouezh kentañ santel, ar bern a zo ivez, ha mar d-eo ar wrizienn santel, ar brankoù a zo ivez. 17Met mar d-eo lamet kuit hiniennoù eus ar brankoù, ha mar d-out-te, olivezenn gouez, bet imboudet en o lec’h ha deuet da gaout lod e gwrizienn hag e chug an olivezenn, 18na zenn ket gloar diwar goust ar brankoù-se. Mar tennez gloar, anavez penaos n’eo ket te a zoug ar wrizienn, met ar wrizienn eo an hini a zoug ac’hanout. 19Te a lavari eta: Ar brankoù a zo bet troc’het evit ma vijen-me imboudet. 20Gwir eo, lamet int bet kuit abalamour d’o diskredoni, ha te a chom dre ar feiz. Arabat dit lorc’hiñ, met az pez aon, 21rak ma n’en deus ket Doue espernet ar brankoù naturel, diwall na vefes ket espernet kennebeut. 22Laka evezh eta ouzh madelezh hag ouzh garvder Doue: e c’harvder e-keñver ar re a zo kouezhet, met e vadelezh en da geñver, mar kendalc’hez er vadelezh-se, anez e vi lamet kuit ivez. 23Hag evito, ma ne gendalc’hont ket en diskredoni, e vint imboudet, rak Doue en deus ar galloud d’o imboudañ a-nevez. 24Rak mar d-out bet troc’het eus an olivezenn gouez dre e natur hag imboudet, a-enep lezenn an natur, war an olivezenn vat, pegement mui, ar re a zo ar brankoù naturel ha ne vint ket imboudet war o olivezenn o-unan? 25Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh; 26hag evel-se holl Israel a vo salvet, evel ma’z eo skrivet: An dieuber a zeuio eus Sion hag e pellaio eus Jakob pep dizoujañs; 27ha kement-se eo an emglev a rin ganto pa lamin o fec’hedoù. 28Gwir eo ez int enebourien e-keñver an Aviel abalamour deoc’h, met e-keñver an dibaberezh, ez int karet abalamour d’o zadoù, 29rak donezonoù ha galvidigezh Doue a zo didorrus. 30Evel ma’z oc’h bet gwechall disent ouzh Doue, ha ma hoc’h eus bet bremañ trugarez dre o disentidigezh, 31en hevelep doare ez int bet bremañ disent, evit m’o devo ivez trugarez, dre an drugarez a zo bet roet deoc’h. 32Rak Doue en deus dastumet an holl dud en disentidigezh evit ober trugarez d’an holl. 33O donder pinvidigezh, furnez, ha gouiziegezh Doue! Pegen disont eo e varnedigezhioù ha pegen digompren eo e hentoù! 34Rak piv en deus anavezet soñj an Aotrou, pe piv a zo bet e guzulier? 35Pe piv en deus roet dezhañ ar c’hentañ hag a vo paeet en distro? 36Rak an holl draoù a zo anezhañ ha drezañ hag evitañ. Dezhañ ra vo ar gloar da viken! Amen.
Currently Selected:
Romaned 11: Koad21
Highlight
Share
Copy

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in