Rak ar Skritur a lavar: Piv bennak a gred ennañ ne vo ket mezhekaet. N’eus diforc’h ebet etre ar Yuzev hag ar Gresian, dre ma o deus holl un hevelep Aotrou, a zo pinvidik evit ar re holl a c’halv anezhañ. Rak piv bennak a c’halvo anv an Aotrou a vo salvet.