A-greiz-holl e teuas eus an neñv un trouz bras evel hini un avel o c’hwezhañ gant nerzh, hag e leunias an ti holl e-lec’h ma oant azezet. Teodoù evel teodoù tan en em ziskouezas dezho hag en em rannas, hag en em lakajont war bep hini anezho. Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag en em lakajont da gomz e yezhoù all, hervez ma roe ar Spered dezho da gomz.