YouVersion Logo
Search Icon

Oberoù an Ebestel 2

2
Pennad 2
Deiz ar Pantekost
1Deiz ar Pantekost o vezañ erruet, e oant holl a-unvan en hevelep lec’h. 2A-greiz-holl e teuas eus an neñv un trouz bras evel hini un avel o c’hwezhañ gant nerzh, hag e leunias an ti holl e-lec’h ma oant azezet. 3Teodoù evel teodoù tan en em ziskouezas dezho hag en em rannas, hag en em lakajont war bep hini anezho. 4Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag en em lakajont da gomz e yezhoù all, hervez ma roe ar Spered dezho da gomz. 5Bez’ e oa e Jeruzalem Yuzevien, tud a zouje Doue, eus an holl vroadoù a zo dindan an neñv. 6Pa voe klevet an trouz-se, ul lod bras a dud en em zastumas, hag e voent saouzanet dre ma kleve pep hini anezho o komz en e yezh e-unan. 7Bez’ e oant holl souezhet hag en estlamm, o lavarout an eil d’egile: Setu, an dud-se a zo o komz, ha n’int ket holl eus Galilea? 8Penaos e klevomp anezho o komz e yezh ar vro ma’z eo bet ganet pep hini ac’hanomp? 9Parted, Meded, Elamiz, ar re o chom e Mezopotamia, e Judea, e Kapadokia, er Pont, en Azia, 10e Frigia, e Pamfilia, en Ejipt, e douaroù Libia tost ouzh Siren, hag ar re a zo deuet eus Roma, Yuzevien ha prozelited, 11Kretiz hag Arabed, penaos e klevomp anezho o komz en hor yezhoù diwar-benn burzhudoù Doue? 12An holl a oa souezhet ha ne ouient petra da soñjal, o lavarout an eil d’egile: Petra eo kement-se? 13Met re all a rae goap hag a lavare: Leun int gant gwin dous.
Prezeg Pêr
14Met Pêr en em ziskouezas gant an unnek, a savas e vouezh hag a lavaras dezho: Tud Yuzevien ha c’hwi holl a chom e Jeruzalem, gouezit kement-mañ ha selaouit gant evezh va gerioù. 15Rak ar re-mañ n’int ket mezv, evel ma kredit, pa n’eo nemet an trede eur eus an deiz. 16Met kement-mañ eo ar pezh a zo bet lavaret gant ar profed Joel: 17Erruout a raio en deizioù diwezhañ, eme Doue, e skuilhin eus va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc’hed a brofedo, ho tud yaouank o devo gweledigezhioù hag ho tud kozh o devo huñvreoù. 18A dra-sur, en deizioù-se e skuilhin eus va Spered war va servijerien ha war va servijerezed, hag e profedint. 19Burzhudoù a ziskouezin d’an nec’h en neñv, ha mirakloù d’an traoñ war an douar, gwad, tan hag un aezhenn a voged. 20An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha glorius an Aotrou. 21Hag ec’h erruo penaos piv bennak a c’halvo anv an Aotrou, a vo salvet. 22Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c’halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac’hanoc’h, evel ma ouzoc’h hoc’h-unan, 23an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv. 24Doue en deus e adsavet a varv, o vezañ torret ereoù ar marv, dre ma ne oa ket posupl e vije dalc’het gantañ. 25Rak David a lavar diwar e benn: Gwelout a raen bepred an Aotrou dirazon, rak en tu dehou din emañ evit na vin ket brañsellet, 26dre-se va c’halon a zo en em laouenaet ha va zeod en deus tridet gant levenez; ha va c’hig ivez a ziskuizho en esperañs, 27rak ne lezi ket va ene e lec’h ar marv ha n’aotrei ket e welfe da Sant ar vreinadurezh. 28Roet ec’h eus din da anavezout hentoù ar vuhez, va leuniañ a ri a levenez dirak da zremm. 29Tud breudeur, aotreet eo din lavarout deoc’h gant hardizhegezh diwar-benn an uheldad David, penaos eo marv hag eo bet sebeliet. Emañ e vez c’hoazh hiziv en hon touez. 30Met, o vezañ profed hag o c’houzout en doa Doue prometet dezhañ gant le e lakaje Krist da c’henel eus e lignez hervez ar c’hig evit e lakaat da azezañ war e dron, 31o welout kement-se a-raok, e lavaras diwar-benn adsavidigezh Krist da vev, penaos e ene ne vije ket lezet e lec’h ar marv hag e c’hig ne welje ket ar vreinadurezh. 32Doue en deus adsavet a varv ar Jezuz-se, ni a zo holl testoù a gement-se. 33Savet eta a-zehou da Zoue, resevet en deus digant an Tad promesa ar Spered-Santel ha skuilhet en deus ar pezh a welit hag a glevit bremañ. 34Rak David n’eo ket pignet en neñv, met e lavar e-unan: An Aotrou en deus lavaret da’m Aotrou: Azez a-zehou din, 35betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid. 36Ra ouezo holl di Israel eta a-dra-sur penaos en deus Doue graet Aotrou ha Krist ar Jezuz-se hoc’h eus staget ouzh ar groaz. 37O vezañ klevet an traoù-mañ, e voe mantret o c’halon, hag e lavarjont da Bêr ha d’an ebestel all: Tud breudeur, petra a raimp? 38Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac’hanoc’h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec’hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel. 39Rak ar bromesa a zo evidoc’h, evit ho pugale hag evit ar re holl a zo pell, e-keit ha ma c’halvo an Aotrou hon Doue anezho. 40E kalz a c’herioù all e roas testeni dezho hag o atizas en ur lavarout: En em salvit diouzh ar rumm fall-mañ. 41Ar re eta a zegemeras e c’her gant levenez a voe badezet. War-dro tri mil ene a voe unanet en deiz-se d’an diskibien.
An unvaniezh en Iliz kentañ
42Kenderc’hel a raent e kelennerezh an ebestel, er genunvaniezh, e torradur ar bara hag er pedennoù. 43Ar spont a grogas e pep hini, hag kalz a vurzhudoù hag a virakloù en em c’hrae dre an ebestel. 44Ar re holl a grede a oa en hevelep lec’h ha pep tra a oa kumun etrezo. 45Gwerzhañ a raent o zraoù hag o madoù, hag e lodennent anezho d’an holl, hervez an ezhomm en doa pep hini. 46Bemdez e oant aketus a-unvan en templ. O terriñ ar bara eus an eil ti d’egile, e kemerent o boued gant levenez hag eeunded a galon, 47o veuliñ Doue hag o vezañ dudius d’an holl bobl. An Aotrou a greske bemdez an Iliz gant an dud a oa salvet.

Currently Selected:

Oberoù an Ebestel 2: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in