Лого на YouVersion
Иконка за търсене

Yann 2

2
Pennad 2
Eured Kana
1Tri devezh goude, e voe un eured e Kana e Galilea ha mamm Jezuz a oa eno. 2Jezuz ivez a voe pedet da vont d’an eured gant e ziskibien. 3Ar gwin o vezañ manket, mamm Jezuz a lavaras dezhañ: N’o deus ken a win. 4Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? N’eo ket c’hoazh deuet va eur. 5E vamm a lavaras d’ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc’h. 6Bez’ e oa eno c’hwec’h lestr-maen, lakaet evit glanidigezh ar Yuzevien, o terc’hel pep hini anezho daou pe dri metret#2:6   70 da 100 l. 7Jezuz a lavaras dezho: Kargit a zour al listri-se. Hag e kargjont anezho leun-barr. 8Lavarout a reas dezho: Tennit bremañ anezhañ ha kasit da vestr ar fest. Hag e kasjont. 9P’en doe mestr ar fest tañvaet an dour troet e gwin, ne ouie ket a-belec’h e teue ar gwin-se met ar vevelien o doa tennet an dour a ouie, e c’halvas ar pried 10hag e lavaras dezhañ: Pep den a ro da gentañ ar gwin mat, hag an hini falloc’h goude ma vefe bet evet kalz. Te ac’h eus miret ar gwin mat betek vremañ! 11Setu e Kana Galilea ar c’hentañ mirakl a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c’hloar. E ziskibien a gredas ennañ. 12Goude-se, e tiskennas da Gafarnaoum gant e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, ha ne chomjont eno nemet un nebeud devezhioù.
Ar varc’hadourien kaset kuit eus an templ
13Pask ar Yuzevien a oa tost ha Jezuz a bignas da Jeruzalem. 14En templ e kavas ar re a werzhe ejened, deñved ha koulmed, gant an drokerien-arc’hant a oa azezet eno. 15O vezañ graet ur skourjez-kerdin, e kasas anezho holl kuit eus an templ, hag an deñved hag an ejened. Teurel a reas d’an douar arc’hant an drokerien hag e tiskaras o zaolioù, 16hag e lavaras d’ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac’han, na rit ket eus ti va Zad un ti a varc’had. 17E ziskibien o doe soñj ez eo skrivet: Ar gred evit da di en deus va devet. 18Neuze ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Peseurt mirakl e tiskouezez deomp evit ober kement-se? 19Jezuz a lavaras dezho: Diskarit an templ-mañ hag e savin anezhañ a-nevez a-benn tri devezh. 20Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: C’hwec’h vloaz ha daou-ugent a zo bet ret evit sevel an templ-mañ, ha te en adsavfe e tri devezh? 21Met eñ a gomze eus templ e gorf. 22Goude eta ma oa adsavet a-douez ar re varv, e ziskibien o doe soñj en doa lavaret kement-se dezho, hag e kredjont er Skritur hag er ger-se en doa Jezuz lavaret. 23E-pad ma oa e Jeruzalem, da ouel ar Pask, kalz a dud a gredas en e anv o welout ar mirakloù a rae. 24Met Jezuz ne fizie ket enno dre m’o anaveze holl, 25ha dre ma n’en doa ket ezhomm e vije roet testeni gant unan bennak diwar-benn un den, rak anavezout a rae ar pezh a oa en den.

Избрани в момента:

Yann 2: Koad21

Маркирай стих

Споделяне

Копиране

None

Искате ли вашите акценти да бъдат запазени на всички ваши устройства? Регистрирайте се или влезте