O vezañ graet ur skourjez-kerdin, e kasas anezho holl kuit eus an templ, hag an deñved hag an ejened. Teurel a reas d’an douar arc’hant an drokerien hag e tiskaras o zaolioù, hag e lavaras d’ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac’han, na rit ket eus ti va Zad un ti a varc’had.